Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/164

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
notennou diwar-benn ar gelted koz

Veur an darnvuia eus ar c’hemmadennou o deus roêt d’ar yezou-se o stumm-bremañ. Ne voe ket heñvel dalc’hmat ar seurt kemmadennou en Iwerzon hag e Breiz-Veur hag ac’hane e sav disheñvelderiou c’hoaz etre an iwerzoneg hag ar brezoneg. Setu amañ eun nebeut skoueriou :

1) an iwerzoneg a vir an s e derou geriou an hengeltieg ; ar brezoneg e dro en h :

Hengeltieg


siros
sukaros
sulabaris
svervos

Iwerzoneg


sir
sucar
sulabair
serb

Brezoneg


hir
hegar, hegarat [1]
helavar
c’houerv

2) an iwerzoneg a dro en f ar v hengeltiek e derou ar geriou ; ar brezoneg e dro e gw :

Hengeltieg


vassos, vossos
vidus
vindos
vernos

Iwerzoneg


fos
fid
find
fern

Brezoneg


gwaz
gwez
gwenn
gwern

3) an iwerzoneg a goll an n dirak an t ; ar brezoneg a vir anezañ :

Hengeltieg


arganton
kintus
kanton, kenton
senton

Iwerzoneg


argat
cet
cet
set

Brezoneg


arc’hant
kent
kant
hent


An iwerzoneg hag e lennegez. — Eus an holl yezou nevez-keltiek an iwerzoneg, dreist-holl an hen-iwerzoneg komzet eus an VIIIet d’an Xet kantved, eo an heñvela ouz an hen-geltieg. An abeg da se eo ne voe biskoaz Iwerzon aloubet gant ar Romaned, ha ne ehanas ket keltieg Iwerzon da veza eur yez lennek studiet, komzet ha gounezet gant eun

  1. En hen-vrezoneg hukar, hokar.