Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/165

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
ar yez hag al lennegez

dibab tud ken desket ha ma c’hellent beza diouz al lec’h hag an amzer. An dibab-se a oa anezañ an uhelidi, ar file hag an drouized, en o lec’h diwar ar IVet - Vet kantved ar c’hloer kristen. Ar file (veletes « divinourien » ar Gelted koz) eo a savas dreist-holl lennegez Iwerzon.

Al lennegez-se, dre he finvidigez hag he c’hened, a c’hell keñveria gant lennegeziou brudeta Europa ar Grennamzer. Miret eo bet d’eomp gant eun niver dournskridou, a sav ar re gosa anezo d’an VIIIvet kantved hag ar re all, evit an darnvuia, d’an XIIet ha d’an XIIIvet kantved. Bez’ ez eus anezi danevellou-meur, lavar-plaen kemmesket a werzennou, barzoniezou, soniou, kanaouennou santel, buheziou sent, levriou o sellout ouz an istor, ar yezadur, ar gwir, ar medisinerez, an douaroniez hag ar steredoniez. E-touez an niver skridou-se, ez afe da vihana buhez eun den da studia anezo, hiniennou a zo ret da anaout d’an neb a bleustr gant an Hen-amzer geltiek. Setu-i :

1) an dastum lezennou anvet Senchus mor « kozder bras » [1]. Laket eo bet war skrid etre derou an IXet ha dibenn an Xet kantved, nemet dre eun dournskrid eus ar XIVet kantved hepken ec’h anavezomp anezañ. A bouez dreist eo dre ma seblant n’en deus pleget ennañ ar gwir keltiek d’al levezon gristen nemet a boan, nebeutoc’h moarvat eget el lezennou kembraek.

2) an danevellou a sell ouz kosa istor an doueed, ouz derou an den hag ar bed hervez kredennou Iwerzon rak-kristen. En danevellou-se e voe trôet, diouz ret, stumm ar c’hreañsou pagan evit ma c’helljent beza miret e-touez kristenien.

3) an danevellou war tud ha darvoudou meur savet d’ar roue Conchobar (Kunokobros), d’ar brezelour Setanta (Setantios) lesanvet « ki Kulann » ha da gadourien all a greder o deus bevet er c’henta kantved goude H. S. En danevellou-se e kaver buhezegez ha boazamantou Kelted an Douar-bras ha Breiziz er c’henta kantved kent H. S. ha, war boentou-zo, boaziou kosoc’h c’hoaz. An diou vrasa anezo eo an Togail Bruidne Da Derga « dismantr kastell Da Derga » hag an Tain bo Cualngi « Skraperez saout Cooley ». Savet eo bet ar genta da seziz kastel Da Derga gant eur vandennad

  1. Ger-evit-ger « Hengas meur », an iwerzoneg senchus o terc’hel lec’h eun hen-geltieg *senokastu.