Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/167

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
ar yez hag al lennegez

re hir da zisplega amañ, e koll ar brezoneg ar pep brasa eus ar broiou uhel. E Breiz-Izel, a zo gwasoc’h, ez eo dilezet gant an darnvuia eus an dudjentil hag an dud desket gounezet d’ar yez ha d’ar sevenadur gallek. Da heul an dilezidigez-se ne voe ken eus ar brezoneg, a-hed an hanter brasa eus ar Grennamzer ha betek an XIXet kantved, nemet eur yez fraost, komzet gant labourerien-douar ha pesketaerien hepken. E-skoaz lennegez pinvidik ha disyeo Iwerzon ha Kembre, n’oufe stalia ar brezoneg ar Grennamzer nemet kanaouennou ha c’hoariou santel, heñvelekaet pe drôet diwar ar galleg an darnvuia anezo, ha geriou gallek enno e-leiz. En XIXet kantved hepken, a drugarez da genstriv eun teskadig tud kalonek, e stag ar brezoneg d’en em zigemmeska ha da deurel eul lufr bennak gant e lennegez. Dleet eo d’eomp derc’hel gant labour an dud-se, difenn keltelez hor yez, gounid d’ezi eun degemer er skoliou bras pe vihan, he c’homz hag he skriva ar muia hag ar gwella ma vezo gallet. Ar brezoneg, hag heñ kouezet ken izel, a zo herez eun amzer goz brudus dispar. Disleberet eo bet gant an amzer ha genou an dud, ha padal ar yez eo a zo bet komzet gant ar vrezelourien a c’hounezas Europa hag eun darn eus Azia, hag a zalc’has penn, a-hed hir gantvedou, da armeou Roma.

Ar geriennou da heul a roio d’al lenner eun tañva eus ar c’hemmadennou c’hoarvezet gant ar yez a gomzomp adalek ar c’henta kantved eus an oadvez kristen betek ennomp.



Hengeltieg



Hen-vrezoneg
(VII-XIet ktv.)


Brezoneg-krenn
(XI-XVIIet ktv.)



Brezoneg-breman


mâros
kadros
natro
magalos
dubron
tegos, tigos
novios

mor
kadr
natr
magl
dubr, dobr
tig
novid [1]

meur
kazr
nazr
mael
douvr, dour
ti
nevez

meur
kaer
naer [2]
mell « bras »
dour
ti
nevez

  1. An d e penn diweza ar ger-mañ a oa gantañ son an th saozneg blot , hevelep tra evit rud, uuid, monid, roed. Er ger henvrezoneg brith, deut da briz e brezoneg-krenn hag e brezoneg-bremañ, e oa son an th saozneg garv.
  2. Nazr ha naer a zo skrivet a-dreuz azr hag aer. An diouiziegez eus istor ar yez en deus graet drouk-kemerout an n en em gav er ger-se evit hini ar ger-mell.