Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/173

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PENNAD VII
————


An Arz hag an Ijinerez


KEVRENN I : RAKSELLOU


An danvez-studi. — Arz ha micheriou ar Gelted a anavezomp dre gant ha kant a draou, bet kavet er broiou a voe en o dalc’h. Dizolôet ez int bet, evit an darnvuia, er beziou hag er beredou eus an oadvez keltiek, war diazez kreñvlec’hiou ha kêriadennou koz, e govili dalc’het gwechall gant ar Gelted, e naoz stêriou pe lennou e-lec’h e oant bet kollet pe taolet da brof d’an doueed, e kuziadellou m’oant bet fiziet enno gant o ferc’henned.

An traou-se, dastumet da zanvez-studi war arz ha micheriou ar Gelted, a zo anezo armou da skei ha d’en ern zifenn, binviou a bep seurt, kinklereziou kezeg, tammou kirri, poderez, braoigou ha traou o sellout ouz ar stiperez hag ar gwiskamant. Hogozik holl ez int graet gant metal (dreist-holl arem, houarn, arc’hant hag aour) pe c’hoaz pri, askorn pe gorn, goularz, goural ha gwer. Ar pep brasa eus an traou graet gant prenn, lin, gloan, kouarc’h (kanab) pe ler, n’int ket deut betek ennomp, o veza n’hall ket seurt danveziou herzel ouz an amzer, nemet e rafe a du d’o mirout, meur a dra rekis-mat, dibaot d’ezo kendegouezout.


An derou hag an istor : a) arz hag ijinerez hanternozel ; b) arz hag ijinerez hallstattel ; k) arz hag ijinerez an Ten. — Da veiza ervat ar pez a zeuio war-lerc’h arabat lezel o vont diwar wel an diou wirionez-mañ :

1° An arz hag an ijinerez a zo daou dra distag krenn diouz ar ouenn hag ar vrôadelez. Poblou disheñvel dre o ganedigez hag o yez, gant ma chomfent pell amzer kichen ha kichen en eur vro, o devo alies a-walc’h an hevelep arz hag an hevelep ijinerez, pe, da vihana, arzou hag ijinereziou