Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/174

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174
notennou diwar-benn ar gelted koz

demhenvel, dre m’en devo pouezet warno nerz an hevelep degoueziou.

2° Eur vrôadelez a c’hell en em furmi ha beva e-pad eun niver kantvedou hep kaout arz ebet diouti hec’h-unan. E genivelez ha kresk eur vrôad an arz end-eeun an hini a ziglor an diweza. Da skouer, ar vrôadelez keltiek a oa anezi, hep mar ebet, adalek an Xet kantved kent H. S., ha koulskoude er Vet hag er VIet hepken e welomp o tiwana hag o vleunia eun arz a gement a ve, ez wir, tra ar Gelted.


a) Arz hag ijinerez hanternozel. — D’an amzer bell-se (XXet - Xet kantved kent H. S.) pa n’oa c’hoaz nemet hendadou ar Gelted eur steudad dister a veuriadouigou diazezet a-hed mor an Hanternoz, e oa o arz hag o ijinerez, war-bouez nebeut, arz hag ijinerez ar meuriadou tosta a veve er Jutland, en enezennou ar mor Baltik hag e penn kreisteizel Skandinavia. Sevenedigez labouriou ar meuriadou skignet en holl gevrenn-se eus an Europ a oa d’ezi eur stumm diouti hec’h-unan, daoust d’an disheñvelderiou a save diwar m’edo en o zouez meur a c’hovel vihan, eun doare anat da labouriou pep hini hag int koulskoude heñvel pe heñveloc’h ouz re ar meuriadou tosta. Ar aremennou diwar ar govili-se a drec’h d’an aremennou savet er mare-se gant aremourien kreizenn ha kornog Europa dre gened o furmiou, liester o fatromou, klokder an oberiadur ha pinvidigez an ornadur linennek a zo bet engravet warno.

Sellout ar sevenadur-se evel tra ar Gelted pe ar C’hermaned n’heller ket ober, rak :

1° anat-splann eo n’he devoa nag ar yez keltiek nag ar yez c’hermanek kemeret c’hoaz, d’ar mare-se, ar stumm distag a weled ganto daouzek pe bemzek kantved diwezatoc’h : n’oa anezo c’hoaz nemet diou c’houyez indezeuropek, karez-nes an eil d’eben ;

2° hiniennou eus meuriadou an Hanternoz n’oant ket neuze marteze indezeuropat dre o yez ;

3° piaouet eo bet war eun dro ar sevenadur-se gant meuriadou gwall-zisheñvel o brôadelez.

An ano a sevenadur hanternozel (pe huperborean) a zerefe outan, rak ar meuriadou-se end-eeun, o veva war aodou mor Hanternoz hag ar mor Baltik hag er gompezenn vras nesa, eo a renke ar C’hresianed, er VIIet, er VIet hag er Vet