Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
notennou diwar-benn ar gelted koz

ar poblañsou rak-keltiek o deus ankounac’het pe a zo o vont da ankounac’hat ar yezou ariek a gomzent, evit degemer ar c’heltieg, na oa ket gwall-zisheñvel diouto marteze. E lec’h all avat ne c’hoarvez ket hevelep tra. Dre-holl, war glaniou an Dêva er Spagn, ar Bodinkos en Itali, an Danuvios e kreizenn pe sav-heol Europa, ar Sangarios (breman Zakaria) en Azia-Vihana, yez ar renerien eo ar C’heltieg, hogen er Spagn e komzer an ibereg hag en Italia an Hanternoz al ligureg, an illirieg, hag an etruskeg ; e traoñienn an Danuvios an thrakeg ha yezou all c’hoaz marteze ; en Azia-Vihana ar gresieg hag ar phrugieg. En tu-hont da se n’eus unaniez ebet etre ar Gelted a vestroni ar broiou-se. Rannet int etre eun niver bras a boblou o vaga gwarizi hag o vrezelekaat an eil ouz eben, hag e ouezo politikerez ar Romaned kreski an disunanderiou-se, gounid da vignoned leal darn eus ar poblou-se [1], d’ezo da drec’hi gwelloc’h a se war ar re all.


Dichal ar Gelted. — Taoliou kenta ouz galloud ar Gelted a voe skoet er Spagn gant armeou Karthada, eur gêr savet en IXet kantved kent H. S. gant ar Phenikianed war aod Afrika. E doug an hanterenn diweza eus an IIIet kantved e kemeras Karthadiz ar Spagn oc’h en em harpa, da genta, war an Ibered da drec’hi ar Gelted, ha, da c’houde, war ar Gelted da zamesaat an Ibered. Hemañ e oa politikerez ar penvrezelour brudet Hannibal pa’n devoa eureujet eur Geltez eus Bro-Spagn. Aloubadenn ar Spagn, boulc’het e 236, a voe kaset da benn e 218. Ne chomas ket pell dindan yeo Karthadiz. E 218 e touar eno ar Romaned hag e 206 ez eo peurargaset Karthadiz ganto.

Ar Romaned, o veza diskleriet e vije ar Spagn « provincia » roman hiviziken, poblou ar c’hourenez, Kelted ha Nann-Kelted, en em savas. Pevar bloaz ha tri-ugent a vrezel a voe ret d’o c’habestra. Er bloaz 133 an diweza bandenn a Geltibered, kelc’hiet e kêr Numantia gant eun arme roman, a lakaas an tan war an tier hag en em lazas kenetrezo kentoc’h eget en em zaskori.

En Italia, e 298, ar Gelted o veza rôet skoazell d’an Etrusked, d’ar Samnited, ha d’an Ombrianed ouz ar Romaned, a chomas ganto ar gounid war ar poblou-se, ar

  1. Ar Genomaned en Italia, an Aedued hag ar Remed e Galia.