ar c’hiz, da genta, o c’haeraat gant goural, evel dourgennou podou pompus en arem ha tokarmou arem.
Gant ar gwer e tiskouez ar Gelted beza klasket heñvelekaat ar mein rouez pe brizius. Gouzout a raent aoza gwer a veur a liou, gwenn, glas, gwer, du, hag ober ganto braoigou : troiou-gouzoug graet gant paterennou strollet, troiou-brec’h en eur pez. Dindan aotrouniez ar Romaned hepken e voe staget d’ober listri gwer ha gwerinier tiez.
Labour al ler. — Ar Gelted a ouie kivija krec’hin hag, en o zouez, e oa kivijerien dispar. Gallout a c’hellent ober gant ler bouteier kreñv, kabellou, dibrou ha harneziou kezeg, gouhinou klezeier, bodriellou, gouriziou, korreennou, skouedou, goueliou evit listri ar Mor-Bras, kouc’hiou bagou, seier. Bulga a veze graet eus ar sac’h-ler e keltieg ; al ler e-unan a veze e ano letron (diwarnañ lezr e brezoneg-krenn).
Ouspenn ma raed gant al ler kivijet, e veze stummet ivez ar c’hrec’hin blevek, pe da ballennou da azeza pe d’en em astenn warno, pe da wiskamantou. Graet e veze ganto mentell, kreziou, brageier zoken. Gant ar gouerien, dreist-holl, e veze douget, moarvat, ar brageier foulinenn ; ar binvidien, uhelidi pe get, a wiske peurliesa dilhad gloan pe lin.
Ar gweadennou, gwiaderez, liverez, brouderez. — Ar Gelted a c’houneze diou blantenn mat da wea : al lin hag ar c’houarc’h (kanab). Gant ar c’houarc’h e veze graet kerdin ha funiou ; gant al lin e veze gweet lienou a raed ganto, war a greder, evit al lidou relijius, gwiskamantou ar veleien hag ar merc’hed, hag an dilhadou-dindan [1].
Ar gwea lin, er pemp kantved a-ziaraok H. S., n’oa ket anezañ eun dra nevez, eun ijinerez koz-koz e oa e gwirionez. En atredou diwar ar c’hêriadennou savet war lennou en oadvez an armou hag ar binviou maen (en-dro d’an XXXet kantved kent H. S.) ez eus bet kavet, miret gant al lec’hid, kerden ha kerdenigou lin, rouedou pesketa, tammou
- ↑ Martezeou n’ez eo ken, laket a-wel evit diskleria perak e oa stank al linegou gant ar Gelted. Diouganerezed ar Gimbred, poblad c’herman (IIIet kantved kent H. S.) a wiske skerbou lin. Gwiskamant ar Germanezed, er c’henta kantved goude H. S., a oa anezañ gweadennou lin kaeraet gant roudou limestra. En emgann Kann (216 kent H. S.) e oa gant ar varc’heien spagnol (Kelted marteze en o zouez) tonegou lin bevennet a limestra.