Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/193

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
an arz hag an ijinerez

e lavarent beza mibien d’ezan, evel « kavadennour an holl vicheriou ». Ac’hane e teu, hep mar, unan eus al lesanoiou a roent d’ezañ, Visukios pe Vidukos « ar fur » pe « ar gouiziek ». Unan eus o doueezed brasa a veze graet anezi ivez « keritelierez an ijinou-kaer ».

Ar gov (gobas e keltieg, d’an « dro-c’henidik » gobannos), hag heñ oberour armou brezel, a dlee, en eur gevredigez tud gouestlet d’ar brezel, beza prizet-dreist ; gwelout a reomp ar ger, a dalv d’e envel, oc’h en em ziskouez e meur a ano uhelidi hag en anoiou lec’hiou. Gobannitio eontr Verkingetorix, ha Gobannion, berraet eus Gobanniodunon (kreñvlec’h Gobannios), kêr enez-Vreiz er IVet kantved goude H. S., a zo anoiou didarzet eus gobas « gov ».

Micherourien all, evel an aremourien, an aourourien hag ar brigwererien, a dalveze an ijin anezo da stipa ha da gaeraat tud an noblañs, a oa ivez, evit doare, brudet mat a-walc’h o ano. Ar pep amparta eus ar vicherourien-se a oa anezo marteze eur seurt bourc’hiziez, eur renk krenn etre an noblañs, hag ar bobl izel, etre ar vrientinion hag an erwblobion, evel ma lavared gwechall e brezoneg.

Eun teskad martezeou n’eus ken eno ; rak, ma anavezomp mat-kenañ oberou ar vicherourien geltiat, eus an dud end-eeun, avat, n’ouzomp netra. Skrivagnerien an Henamzer a dav warno. Nemet e tezrevell Plinius Secundus e vije deut eur gov keltiat, anvet Heliko, eus bro an Helveted, war-dro dibenn ar Vet kantved kent H. S., da labourat war e vicher e Roma. Distro d’e vro, en dije Heliko trôet spered e genvroiz war aloubi an Itali, dre ober d’ezo tañvaat gwin eus an dibab, fiez sec’h hag eoul en doa degaset gantañ. N’eus tra a gement na vije gwirheñvel en danevell-se, a zo an andon anezi marteze en eun hengoun eus ar Gelted ; furchadennou an amzer-vremañ, graet en hanternoz eus an Alpou, o deus lakaet anat pegen akuit da labourat houarn e oa, a-benn neuze, Kelted ar mare hag ar rannvro-se ; lavaret hon eus uheloc’h [1] ivez ec’h heñvel ar ger gladius « kleze » beza ar ger keltiek kladios [2] latinaet hepken. An dra hag an ano a vije bet amprestet gant ar Romaned er IVet kantved kent H. S.

  1. Pennad III, ar Brezel, eil kevrenn : armou-skei hag armou-emzifenn.
  2. Kladibos e keltieg Breiz-Veur, hag ac’hane clezeff e brezoneg krenn.