Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/199

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
an arz hag an ijinerez


Kavadennou laket war ano ar Gelted koz. — Ar c’havadennou amañ war-lerc’h a zo bet taolet war ar Gelted gant ar skrivagnerien goz eus ar C’hreisteiz :

1) Ar prigwererez, kavet marteze gant Breiziz ;

2) an arc’hanterez, kavet gant tud Alezia ;

3) ar staenerez, kavet gant ar Vituriged ;

4) ar saeou mailhou houarn, gwiskamant brezel ijinet, hep mar, gant Kelted kreiz an Europ ;

5) al livaduriou tennet eus al louzaouennou ;

6) ar gweadennou roudennet gant karrezennou a veur a liou ;

7) ar brageier ;

8) ar vantell gabellek ;

9) ar golc’hedou hag ar gweleou bourell, ijinet e Galia e diwez ar c’henta kantved kent pe er c’henta kantved goude H. S. ;

10) ar soavon ;

11) ar goell bïer evit ar bara, implijet gant Kelted Galia ha Bro-Spagn ;

12) an tonnellou evit ar gwin ;

13) ar falc’h vras ;

14) an alar war gilhorou, ijinet gant Kelted Raetia ;

15) ar vederez pe ijin da vedi, ijinet gant Kelted Galia er c’henta kantved goude H. S.

16) implij ar c’hleiz gwenn, ar raz, ar merl, ar mell hag ar gouez-vell douaret ez glas, da demza parkou.

Gwechennou-zo, evit doare, ne voe ket ar Gelted kavadennerien e gwirionez ; skigna e-touez Kreisteiziz giziou ha binviou anavezet gant meur a boblad eus Hanternoz Europa ne rejont ken. Da skouer, anat eo hizio n’eo ket ar Gelted o deus kavet ar brageier, nemet ken anat all eo e voe dre ar Gelted e reas ar Romaned anaoudegez gant an darn-se eus ar gwiskamant n’heller ket hizio ober hepdi ; digant ar Gelted eo o deus he amprestet.


SKRIDOU TALVOUDUS DA LENN


I. Déchelette, Archéologie préhistorique, celtique et gallo-romaine, eil levr : Age du Bronze, 1910 ; trede levr, Age du Fer, 1914 ; Montelius, Les temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves, 1895 ; Read ha Smith, British Museum : a Guide to the antiquities of the Bronze Age, London, 1904 ; Hoernes, Die