Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/207

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
ar gounid-douar hag ar maga-loened

oant, n’eo ket da gredi n’o dije ket piaouet chatal hag o dije peurzilezet ar maga-loened, dreist-holl ar maga-kezeg. A-vec’h e c’hellje an daolenn-se, treset gant Ploutarkhos, dereout ouz ar bagadou soudarded keltiat a weled, eus ar IVet d’ar c’henta kantved kent H. S., o kantren a-hed glann ar mor Kreisdouarek, ganto o gwragez hag o bugale, dindan renadur pennou eus o gouenn, hag a dremene eus servij Karthadiz da hini ar C’hresianed, eus gopradur ar C’hresianed da hini roueed an Azi pe an Ejipt.

Lavaromp da beurgloza ez eo bet ar c’hounidegez-douar anavezet a-viskoaz gant ar Gelted, nemet muioc’h pe nebeutoc’h o deus pleustret warni diouz an amzer, ar poblou hag ar stadou a vuhez. E-pad an tri c’hantved kent donedigez H. S. e talc’he al labour-douar eun niver a vrec’hiou e Keltia, dreist-holl brec’hiou merc’hed, gwazed eus ar gumun, sujidi ha sklaved. An uheliad, heñ, a rene hag a evesae ; dibaot, avat, war a heñvel, e lakae dourn d’al labour, o veza gwell gantañ embreger e gleze pe sugell e varc’h-emgann eget an alar pe ar falz.


An edeier. — Brasa ha pouezusa gounidegez gant ar Gelted ez oa hini an edeier. Kalz a evez, a amzer hag a zouarou a rôent d’ezi. Ar Gresian Polubios a gomz gant estlamm eus gwinizegou, heizegou ha mellegou ec’hon a weled e kompezennou Keltia treuzet gant ar stêr « Bodinkos » (Pô) [1]. E-pad an eiz vloaz a dremenas Kaesar e Galia (58-50 kent H. S.) e kavas eno, e pep lec’h hag e pep amzer, eur builhentez ed da veva e soudarded. Stank e oa ivez ar gwinizegou e korn gevred enez-Vreiz a voe ergerzet gantañ er bloaveziou 55 ha 54.

Gwiniz, kerc’h, segal ha mell a veze hadet gant ar Gelted. Pevar a anavezomp eus an edou a c’hounezent :

  1. « Ar c’hompezennou treuzet gant ar Bodinkos hag an adstêriou anezañ a zo trec’h », emezañ, « evit ar braster hag ar frouezusted, da gement kompezenn a anavezomp en Europa. Chom berr a rankomp pa glaskomp taolenni pinvidigez ar vro-se. Ker puilh eo an ed ma ’z eus bet gwelet meur a wech en hon amzer (IIet kantved kent H. S.) ar medimnos (52 litrad) gwiniz o talvezout peder obolenn (0,60 lur) hepken, ar medimnos heiz diou obolenn (0,30 lur) hag ar metrêtês (39 litrad) gwin hep sevel an dalvoudegez anezañ en tu-hont d’eur muzuliad heiz (0,30 lur). Ker founnus ha ker marc’had-mat eo ar bevañs ma lavar peurliesa an ostizien pourchas d’ar veajourien kement a ve red d’ezo evit peb a balefarz eun obolenn (4 santim) ha dibaot ez eer dreist d’ar priz-se ».