Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/227

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
ar gounid-douar hag ar maga-loened

Romaned. Epasnaktos a veze graet eus an den-penn-se, eun ano a zo aet, gwirheñvel, d’hen ober teir c’hevrenn (ep-asn-aktos), e vije ar genta epos « marc’h » pe epa « kazeg », an diweza eun dilostger hag an hini greiz asnos pe asna, ano keltiek an azen pe an azenez. Epasnaktos a dalvezfe kement ha « mab marc’h hag azenez » pe « mab kazeg hag azen ».


Loened-ti all. — A-vetou al loened-ti disteroc’h e c’heller envel ar c’havr, ar waz hag ar yar. Stank e oa ar c’havr dreist-holl er broiou meneziek, nemet he c’haved ivez e broiou all. En em ziskouez a ra an ano anezi en anoiou-tud Gabros, Gabrios (Breiz-Veur, Galia) hag en anoiou-kêriou Gabrosenton (Breiz-Veur), Gabromagos (Norikon), Gabriakos (Galia). Ar gwazi a veze savet dreist-holl gant Belgiz. Goude stagedigez Galia ouz impalaeriez Roma ec’h ermaezied bagadou bras anezo en Itali. Ganta a veze graet war riblou ar Rênos eus ar waz wenn ventet-bihan. Gant ar plu hag an dum anezo, en oadvez kelt-ha-roman, e leunied ar goubenneriou.

Dre-holl e saved gwenan e talveze ar mel anezo da sukr ha da zanvez an dour-mel. Unan eus anoiou ar ruskenn-wenan, diouz an hen-iwerzoneg, a oa e keltieg *melutinos « prenn-mel ». Lakaat e-keñver, evit an dibenn-ger, rumpotinos « peul-gwini » (prenn-gwini) ; rumpos, e keltieg an Itali, a dalveze kement ha « gwinienn a grap ouz gwez ». Diwar-benn eun ano all d’ar ruskenn, *besêna, galleg koz besaine, sellout ouz Dottin, la Langue gauloise, p. 233. Ar galleg ruche a zo diwar eun hen-geltieg *ruska-, *rasko-, brezoneg rusk.


SKRIDOU TALVOUDUS DA LENN


Jalm de Morgan, L’Humanité préhistorique, 1924, pp. 177-84 ; Déchelette, Manuel, I, 337-46 ; II, 13-48 ; Oskar Montelius, Temps pré-historiques en Suède, pp. 29-31, 101-3 ; Baltzer, Les Glyphes des rochers du Bohuslan, 1881 ; Norden, Felsbilder von Ostgothland, Darmstadt, 1923 (renta-kont war L’Anthropol. 1924, pp. 573-4 ; C. Bicknell, A Guide to the Prehistoric Rock Engravings in the Italian Maritime Alps, Bordighera, 1913 (renta-kont war Rev. des Et. anc. 1915, p. 82 : uhel er menez eman an engravaduriou-se ; war-dro 12.000 a zo anezo, stank en o zouez ar skeudennou eler hag ogedou ; eus kenta rann-oadvez an Arem ez int, diouz an armou skeudennet enno) ; d’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants, eil mouladur, I, pp. 204-9, 215-8, 288-94, 317, 326-8 ; II, 77-86 ; Recherches sur l’origine de la