kantved kent H. S.) a oa outo eun dôenn graet gant klouedou [1].
Ar walenn-garr hag ar yeo. — Kaeraet e oa a-wechou dibenn ar walenn-garr gant tammou arem kizellet ha gant tachou penn gouralet pe brigweret. Ar yeo (*yugon) a oa livet.
Ar stern. — Ar c’hirri keltiek a oa daou loen outo peurvuia. Gant kezeg eo e veze sterniet kirri ar roueed, an uhelidi hag ar vrezelourien, e lec’h e veze stlejet peurliesa re an dud izel pe nann-brezelour gant ejened. Karr sant Patrik (Vet kantved goude H. S.) a oa tennet gant daou ejen.
Ar sterniad-loened, pe eur re gezeg pe eur c’houblad ejened e vije, a veze flemmet gant eur broud beg arem pe houarn. Ar skourjez ne raed ket ganti, war a heñvel, da vihana kent ar marevez kelt-ha-roman.
Talvoudegez-dreist kirri a voe. — Kirri pompus ar Gelted eus an Douar-bras, kaeraet ma ’z oant gant metalou prizius, a dlee tizout, darn anezo, eun dalvoudegez dreist. Nemet ne gaver war skrivagnerien an Henamzer neb diskleriadur pervez war ar poent-se. E skridou iwerzonek ar Grennamzer ez eus meneg eus kirri war ziou rod o talvezout peder maouez sklavez pe zaouzek buoc’henn (war-dro 3.750 lur). En dezrevell-veur, hec’h ano « Skrapadenn buoc’hed Kualnge », ar rouanez Medua a lavar rei d’eur c’hadour, mar gallfe laza Setantios, eur c’harr a oa an dalvoudegez anezañ peder buoc’henn ha pevar-ugent (hogos 25.000 lur) [2]
Dishenvelderiou-diazez etre kirri-sternet Hen-amzeriz (holl guitibunan, neket ar Gelted hepken) ha kirri-sternet hon Amzer. — Tri rummad a c’heller ober anezo diouz ma tennont pe d’ar stern, pe d’al loened sternet, pe d’ar c’harr e-unan :
1° dishenvelderiou-diazez er stern : dianav e oa da Hen-amzeriz ar stern galloudus a vreman : morgo-skoaz, sugellou hag ambilha (e derou an Xet kantved hepken e voe ijinet ar