Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
notennou diwar-benn ar gelted koz

warni, an eil war-lerc’h egile. An diweza eus an anoiou-se (Brittia) deut da veza « Breiz » en hor yez, a hañval beza bet degaset gant ar Velged, a zo, evit ar yez, hor gourdadou.

An diou argadenn verr, renet gant Kaesar, e 55-54 kent H. S., ouz enez-Vreiz, n’oa degouezet d’o heul netra a-bouez. Breiziz a oa chomet digabestr hag, e 43 goude H. S. hepken, e touaras an armeou roman en enezenn d’he c’habestri da vad. Gwall-daer a voe ar stourmadenn. Da suja ar Velged hag an Dumnonied, e rankas ar Romaned sevel tregont emgann ha kemer ugent kreñvlec’h. E 84 hepken e voe kaset da benn ar sujidigez ha c’hoaz e lezas ar Romaned o frankiz gant ar meuriadou a zalc’he ar rannvro treut ha meneziek diouz penn-hanternoz an enezenn. Evit gwir, peoc’hidigez Breiz-Veur a voe labour Agricola (76-86) a boanias, dre e hegarated hag e lealded, da staga Breiziz ouz Roma ha sevenadur ar Romaned.

Enez-Vreiz a vanas dindan mestroniez ar Romaned betek derou ar Vet kantved. N’anavezomp ket mat he istor e-doug ar rann-amzer-se. Gouzout a reomp e voe stourmadennou, dreist-holl war-dro ar bloaz 138, p’en em savas meuriad meur ar Vriganted, a voe distrujet evit eun darn. War zinerzaat ez ae galloud ar Romaned a vloaz da vloaz. Buan ez ejont re wan da zifenn an enezenn ouz argadennou Pikted hag Iwerzoniz a waske anezi dibaouez. War-dro 407, lakaet en argoll gant ar C’hermaned war an douar-bras, e tennjont o armeou en-dro hag e kimiadjont da vat diouz an enezenn.


KEVRENN III : EUR GERIENNOU BENNAK
WAR ISTOR AR GELTED ER GRENN-AMZER
HAG EN AMZERIOU-BREMAN


Ne vo ket dic’hounid staga ouz an notennou berr-se war istor ar Gelted koz eur geriennou bennak war istor Kelted ar Grenn-amzer hag an Amzeriou-breman.


Iwerzoniz. — Eus an douarou ec’hon-divent aotroniet gwechall gant ar Gelted en Europa, eun enezenn hepken a oa