Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/244

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
notennou diwar-benn ar gelted koz


Goueliou ha kalafeterez. — Goueliou graet a ler a oa gant Gwenediz, Breiziz hag Iwerzoniz. Kelted an Itali a rae o re-i gant broenn diwar geuniou ar Bodinkos. Er bloaz 70 goude H. S., listri brezel Civilis, savet ha paramantet, diouz pep doare, e-touez pobladou moraerien ar Belgion, Morined ha Menaped, a oa outo saeou marellet a vil liou, sagulis versicoloribus, eme Dacitus [1].

Da stanka ar gwaskou etre pleñk o listri e rae ar Gelted gant lies danvez ; ar bezin (Gwenediz), pennou ar pennduenn (Belged ha Breiziz).


Ar bras a lec’h dalc’het gant ar bageerez mor pe stêriou. — Ar bras a lec’h dalc’het gant ar bageerez e Keltia gwechall hag ar vividigez anezañ a zo testeniet dre an niver a listri a bep doare a oa piaouet gant glannidi ar mor hag ar stêriou-meur. E Galia, ar Santoned, ar Biktoned ha Gwenediz war ar mor Bras, ar Vorined hag ar Venaped war vor Breiz ha mor an Hanternoz a oa d’ezo listri dre gantou. Eur skouadrennad a dri c’hant lestr, warno daou vil daou c’hant brezelour, a voe kaset en IIIet kantved kent H. S. da Iwerzon gant roue ar Venaped [2].

E 56 kent H. S., Gwenediz a gas ouz Kaesar eur skouadrennad a zaou c’hant ugent lestr, hag he dije, panevet e kouezas an avel, kaset da get skouadrennad ar Romaned.

E 218 kent H. S., Hannibal a ra e rann eus eun niver bagou war ar Rotanos hag a ra ganto d’ober d’e arme treiza ar stêr. E 52, Labienus, is-pengadour dindan Gaesar, pa venne treiza ar Sequana, a gemeras eun hanter-kant bag bennak en em gave e Metiosedon (Melun). Ar Venaped, a berc’henne kalz a zouarou hag a vourc’hiou war ziou glann ar Rênos izela, o doa war ar stêr-se bagou stank a voe aloubet diganto gant ar C’hermaned er bloaz 55.

An Danuvios a oa warnañ eur maread bagou, anat a-walc’h diouz ma welomp, en IIet hag er Ia kantved kent H. S., ar Vastarned hag ar poblou keltiek all o tremen hag o tistremen dibaouez ar stêr ledan-se gant aester, hag int engroeziou tud anezo, brezelourien, merc’hed ha bugale, dre gant ha kant.

  1. E latin sagum ha sagulum, geriou a ouenn geltiek, a verk gwiadennou graet gant gloan kreñv.
  2. Diouz eur skrid iwerzonek eus ar Grenn-amzer. Sellit ouz ar Revue Celtique, 1907, pajennou 32-37.