Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
eun damskeud eus istor ar gelted koz

manet en o c’herz : Iwerzon. Lec’hiet en distro diouz an hentou meur dre vor, dibouez evit impalaerded ar bed, ne vroudas ket c’hoantidigez ar Romaned. E-skeud-se, e talc’has sevenadur koz ar Gelted da veva eno ha d’en em astenn en e frankiz, hep ken warnan a levezon estren nemet hini ar Gristeniez a voe degaset di er Vet kantved.

Galloud-brezel Iwerzon a zo en e varr er IVet kantved goude H. S. dindan ar roue Crimthann-Veur (366-378). Tu kuzheol enez-Vreiz a-bez adalek beg pella Bro-Skos betek mor Breiz a zo dindan he beli. Tamm-ha-tamm e kollas Iwerzoniz an douarou-se, da heul stourmadennou Breiziz, nemet e Skos e lec’h ma troadjont start, en abeg moarvat d’an henvelidigez a yez a oa etrezo hag ar Bikted.

Er VIIIet hag en IXet kantved e voe gwastet Iwerzon gant Skandinaved laeron-vor a savas eun nebeut rouanteleziou bihan war hec’h aodou. War-dro dibenn an XIIet kantved, dedennet gant ar brezeliou a-ziabarz a freuz neuze Iwerzon, kantreidi diroll saoz ha norman a zegouez, en em ziazez aman hag ahont hag a sav kastellou-krenv. Unan anezo a zeu da veza e 1191 roue al Leinster hag holl pennou an enezenn, nemet ar penroue hag arc’heskob Armagh, a anzav aotrouniez roue Bro-Saoz.

Diwar an diazez-se a Skandinaved ha Saozon-Normaned en Iwerzon e savas skoilh d’ar sevenedigez keltiek. A-hend-all, ne voe hogozik netra trôet en enezenn. Eureuji a rejont er vro ; yez ha bividigez Iwerzoniz a gemerjont ma teujont muioc’h iwerzoniat eget Iwerzoniz o-unan. D’ar XVIet kantved hepken e stagas ar spered saoz d’ober e reuz en o mesk.

An Disivoud-meur (XVIet kantved), hag a reas eus ar Saozon hugunoded, a greskas ar gasoni a oa a-benn neuze etre an diou bobl. Stourmadenn skrijus 1641, a lamas o buhez digant eun niver a hugunoded, a voe beuzet gant Cromwell en eur mor a wad. Ker pounner e voe an taol-se ken ne voe mui Iwerzon evit digeina. Diwar neuze emañ war he diskar hag en XIXet kantved eo e voe an diskar-se en e wasa.


Brezoned. — Evit d’ezo beza bet e-pad tri c’hantved dindan beli ar Romaned, ar Vrezoned o doa miret o yez ha darn eus o giziou brôadel. Gant-se, war-dro ar bloaz 407 goude H. S., pa voe tennet en-dro armeou ar Romaned, Breiz-Veur en em sav, a argas ar gargidi roman a vane hag a adc’hounez he frankiz.