Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/255

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
255
an ergerzout hag ar c’henwerza

lavarout eur geriennou bennak diwar o fenn, ar C’harthadaad Himilko, hag ar C’hresianed Putheas ha Poseidonios.

Er c’houec’hvet kantved, o veza m’edo galloudez Tartessiz war he diskar ha kouezet o forz-mor penna, Gadir, etre daouarn Karthadaïz, e kargas sened Karthada an amiral Himilko da vont da anaout aodou kornog Europa. Himilko a hedas aodou ar Spagn ha re C’halia, a oa d’ar mare c’hoaz e dalc’h poblou rak-keltiek, Kuneted, Kempsed [1] ha Saefed er Spagn, Ligured ha Draganed e Galia. Ribla a reas, goude-se, aodou an Arvorig, a anved neuze Oestrumnis pe Oistrumnis. Eus an Arvorig, en eur ober daou zerveziad merdei, e c’hounezas Iwerzon (Iverio). Anaout a reas, da heul, enez-Vreiz (Albio) hag e talc’has war-zu ar Reter betek an tevennou a sko diouz tu kreisteiz an enezenn, war vro an Hanternoz. Eno e welas eur vro o paouez beza ket kemeret ha diboblet gant ar Gelted.

War-dro dibenn ar IVet kantved e reas ar Gresian Putheas an hevelep hent. N’oa anezañ, war a greder, nemet eur paramantour-listri a Vassalia ; a dlee beza desket evelkent rak m’en doa studiet ar steredoniez. Hedi a reas aodou bro-Spagn, diraez war-eeun, goude, bro an Ostidamned (Ostidamni « poblou ar C’hornog ? », an Arvorig) ha mont ebiou da veg-douar Kabaion (beg ar Raz pe Penn-ar-Bed). Enez Uxisama (Eusa) a welas hag ac’hane, o kemerout e hent a-dreuz d’an dounvor, e c’hounezas en eun dervez beg-douar Belerion (Land’s End) en enez-Vreiz (Pretanis). Ober a reas tro an enezenn vras-se o heulia holl gildrôennou an aodou anezi, ha hedi, goude, aodou kreisteiz mor an Hanternoz, a oa neuze e dalc’h ar Gelted betek aber an Elb (Albis). Ac’hane, o tremen etre ar Jutland (Baltia) hag enez Heligoland (Aballus), e c’hounezas an Norvej (Thule).

  1. A c’hellje beza e vije kuzet Kelted dindan an ano-se. Bez’ ez eus bet e kompezenn hanternoz Germania, etre ar Rênos hag an Albis, eur stêr anvet Amisios (an Ems eo hizio). Distreset e hanval beza an ano-se. E derou an oadvez kristen, e veze graet eus an dud o veva war he glannou Amsivarii, Ampsivarii (houman beza ar furm wella). Hogen Ampsivarii, *Hampsivarii « stêr Hampsis » a lakfe da gredi e oa Kampsis stumm hen-geltiek an ano-ster-se (h germanek = k keltiek). Eus ar gompezenn-se e laker da zont ar Gelted a zo aet ar pella war-du ar Gwalarn : Iwerzoniz. Ac’hano marteze eo deuet ivez ar re a zo aet ar pella war-du ar Mervent. Ar Gempsed a zo penna andon ar bobl a voe anvet diwezatoc’h Luzitaniz, ha stank eo bet an anoiou keltiek e Luzitania.