Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/258

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
notennou diwar-benn ar gelted koz

a zo bet anvet Arguros gant ar C’hresianed hag Argentarius gant ar Romaned [1]. Hag e teuer da sonjal en Arganthonios, ar roue arc’hantus ha hir-vuhezek a zo bet o ren war an Dartessed er VIIet kantved kent H. S., hag a zo bet brudet e rouelez gant Herodotos an Halikarnassad en e Istoriou (Vet kantved kent H. S.) [2]. Ma vije e gwirionez e Salubê, kêr a Bont, an andon eus ano germanek an arc’hant, eun testeni e vefe ouspenn da staga ouz ar re a laka anat ez eus bet eun hent, bet heuliet a-goz hag eus ar pleustreta, etre broiou germanek hanternoz Europa hag aod ar mor Du. Evit ar c’heltieg arganto, al latin argentum, e lusker da gredi ez int diwar an hevelep andon ragistorek hag an armenieg irkat « houarn ».

Kassios, mons Cassius gouez d’ar Romaned, mengleuz pe varc’had bras evit ar staen war an aod, el lec’h m’eman breman porz-mor Huelva, e-harz kouevregou pinvidik-dreist a zo dindan c’hounid breman c’hoaz. Kavet ez eus bet e 1923, dre ober ravanelladou e porz-mor Huelva, d’hen skarza ha d’hen dounaat, armou arem a-yoc’h (daou gant, tost da vat) o tenna dre stumm o oberiadur da bevare rannoad an arem (1300-900 kent H. S.). Bez ’ez oa anezo klezeier, gouglezeier, kontilli, goafiou, broudou-saeziou, spilhou-alc’houez, h. a. Dispennadur an danveziou aet d’o ober a zo evel-hen : Kouevr 89,38 ; staen 10,54 ; antimoan 0,065. Al lec’h ravanellet a oa ennan, eus krec’h da draon : 1° gouelezennaduriou lec’hidek eus stêr Odiel, diwar hon Amzer ar gweleadou uhela anezo ; 2° grouan ha kregin (enno eo bet kavet an armou) ; 3° eul lec’hid priellek glas e liou, teo

  1. Hubert, Les Celtes et l’Expansion celtique, I, 1932, pp. 245, n. 1 ; 352, n. 4. Liguregiez Siluros a vije harpet gant an ano-menez Piz Silvretta a gaver en eur gevrenn eus aradennad an Alpou m’eo ligurek an anoiou-lec’hiou anezi, id. 352, n. 4.
  2. Keltiek e c’hellje beza Arganthonios, nemet touellus e c’hell beza an tres keltiek a zo war an ano-se. Bez ’ez eus bet en Azia-Vihana, e Bithunia (bro tudet gant Thraked) eun Arganthônion. N’eo ket souez. Bez ’ez eus bet, e kevrennou ar c’hourenez vras-se n’int ket bet annezet gant ar C’halated, anoiou, diwar hen-yezou indezeuropek ar vro, d’ezo ar stumm keltiek hep beza keltiek e gwirionez : Gallos (eur stêr e Bebrukïa), Kragos (eur menez tribegek e Lukia), Ligas (menez), Skordiskos (menez), h. a. — Adnotenn. Thrakek ne c’hall ket beza an ano bithuniek Arganthônion. Anaout a reomp ar ger thrakek da lavarout « arc’hant » : skargê, skarkê e oa, eus ar wrizienn-c’her skarg « stirlinkat », evel ar sanskriteg kharjura, henvelster.