Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/266

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
notennou diwar-benn ar gelted koz

red, en eur ober eun devez hag eun nozvez, eun hed-hent a zeiz leo ha tri-ugent, a-dreuz d’eur vrôad nevez-sujet, hep den ken d’e heul nemet e ambrouger Antabagios.

2) War vor : dek deveziad merdei a voe ret da Butheas evit mont eus Massalia da Gadir (Cadix) ; — an drôad mont-dont eus Karthada pe eus Gadir da enez Vreiz ha da Iwerzon a gemere pevar miz, o lakaat e-barz marteze an amzer aet da eoria ; — tri deveziad merdei a voe graet gant Putheas pa ’z eas eus beg-douar Aruion (Ortegal) da veg-douar Kabaion (Beg ar Raz) o trouc’ha war-eeun dre bleg-mor Galia ; — c’houec’h sizun a gemeras d’ezañ ober tro enez Vreiz ; — en eun devez ez ae ar bagou eus aber an Albis da enez Aballos (Heligoland) ma tastumed goularz war aodou anezi da vare beaj Putheas (war-dro 80 kilometr).

Buanoc’h ez ae ar c’heleier eget an dud. E 52 kent H. S., ar Garnuted a oa en em savet hag o doa lazet, da vare goulou-deiz, ar varc’hadourien italian o chom e Kenabon (Orléans) ; kaset a vourc’h da vourc’h gant hoperien, e nijas ar c’helou a-dreuz parkeier ha peurvaniou hag, e tegouezas e Gergovia, e bro an Arverned, daouzek pe bevarzek eur goude ma oa degouezet an taol (hed-hent tri-ugent leo, ar pez a ra tost da ugent kilometr dre eur).


SKRIDOU TALVOUDUS DA LENN


(a) Diwar-benn an hentou hag ar pontou : Sophus Muller, Routes et lieux habités à l’âge de la pierre et à l’âge du bronze, war Mémoires de la Société royale des Antiquaires du Nord, Kopenhag 1903 ; Déchelette, Manuel, II, p. 131 ; Jullian, Hist. de la Gaule, II, pp. 222-33, h. a. ; Codrington, The Roman Roads in Britain, trede mouladur, London, 1918 ; Besnier, Notes sur les Routes de la Gaule romaine, war Rev. des Et. anc. 1923 et seq. ; Komandant Lefebvre des Noëttes, La voie romaine et la route moderne, war Rev. Archéol. 1925, I, pp. 105-12 (a bouez) ; Joyce, Social History of Ancient Ireland, II, pp. 393-401.

Kaesar en e levr Commentarii de bello gallico a dav war ano an ijinour roman a savas ar c’henta pont prenn bet taolet a-dreuz da stêr Rênos eus an eil c’hlann d’eben. Hen klevout a reomp gant Plinius Secundus, Historia naturalis, XXXVI, 48 : Mamurra, eus an ordo equester « urz ar varc’heien ».

(b) Diwar-benn ar c’hirri : Oskar Montelius, Temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves, pp. 144-6, 102-4 (skeudennou) ; A. Bertrand, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 111, 114, 115, 196 (skeudennou) ; Daremberg, Saglio ha Pottier, Dict. des Antiquités grecques et romaines ; Cagnat ha Govau, Lexique des Antiquités romaines, eil mouladur (en daou levr-se, sellit ouz ar