eus an anoiou a veze rôet d’an tiegez e keltieg Iwerzon : *manutera [1], « an hini a zo dindan dourn », da lavarout eo « dindan veli », a raed anezañ.
Meur a skouer a c’heller da rei eus ar gwir a vuhez hag a varo kemeret gant tadou war o bugale. En Iwerzon, er c’henta kantved goude H. S., eur roue-meur, anvet e skridou ar Grenn-amzer Cairbe Penn-kaz, a ra beuzi er mor, kerkent ha ma ’z int ganet, e dri mab a oa nammet o fennou. En eilvet kantved, an drouiz Tasgos a fell d’ezañ devi ez veo e verc’h a zo en em lezet da veza skrapet gant eur c’haredig ; ne lez he buhez ganti nemet dre ma ’z eo difennet gant ar roue-meur m’oa bet an ozac’h anezi e gadour penna. E Breiz-Veur, eun tad hag eur vamm, re baour da vaga o seiz bugel, en em zisc’hra anezo dre o stlepel en eur stêr.
Arabat dastum diwar seurt skoueriou e vije, er bed keltiek, en em ziskouezet dalc’hmat an tadou ker kriz-se ouz o bugale. Eeunet e veze, e-touez ar Gelted evel e-touez ar Romaned, ar gwiriou gant ar giziou. En Iwerzon, a-hed ar Grenn-amzer, al lezenn a anaveze d’ar gerent ar gwir da werza o bugale ; dibaot a dad a gaved avat oc’h ober diouz ar gwir-se, dreist-holl e-keñver bugale ganet e priedelez reiz ; an ezommeien hepken a werze o re, ya pa veze naonegez ma n’hellent ket o mezur.
Eur c’hiz a rene war an douar-bras er c’henta kantved kent H. S. a ziskouez anat n’oa ket rouesoc’h ar garantez-tad e-touez ar Gelted eget e-touez ar poblou all : pa veze kevredadou, emgleviou pe feuriou ha ma rôe renerien-bobl gouestlou an eil d’egile, e veze dibabet ar re-mañ peurliesa etre mibien ar genemgleverien : an dalc’h lakaet evelse war ar vugale a selled evel gwella kred lealded ar gerent.
En Iwerzon ar veli-dad, evel m’oa intentet gant ar Gelted
- ↑ *Manutera a zo diwar eur wrizienn goz nann indezeuropek man, a gaver war eun dro e keltieg, e latin hag e germaneg ; eus ar wrizienn-se e teu ar ger keltiek *manatla « dournad » aet, e brezoneg krenn, da manazl, malazn, hag e brezoneg-bremañ da manal (Gwened), malan (Leon, Treger) ; *manutera a zo deut da muinter en iwerzoneg. — Venios (aet da fine en iwerzoneg) a oa eun ano all d’an tiegez : venis (aet da fin en iwerzoneg) a veze graet eus pep ezel ouz hen ober ; anavezet e oa ar ger diweza-mañ gant an holl Gelted, evel m’hen gweler anat dre an anoiou-tud Venikaros « a gar e dud » (Breiz-Veur), Veniklutos « brudet e-touez e dud » (Galia), Venimaros « bras e-touez e dud » (Danuvios). Ar ger karans, liester karantes (hizio kar, kerent} a dalveze « mignon »,