Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/295

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
295
an tiegez, an ti, ar vevidigez

digorniet ar c’hognou warno e doare ma vije hanter-gelc’hiek o zalbennou ;

5°) Tiez-dindan-zouar, kelc’hiek pe hirgelc’hiek darn ha pevarzuek darn all, o tont e-maez an douar an dôenn hepken anezo, ha hi krennvegek evit an tiez kelc’hiek, daou-zinaouek evit ar re-all ;

6°) Tiez-war-zour savet war beuliou-prenn e-kreiz ar geuniou pe a-zioc’h d’ar stêriou pe d’al lennou. Re gelc’hiek ha re bevarzuek a oa anezo evel eus an tiez-dindan-zouar.

Eus ar c’houec’h doare-tiez-se ne oa hini tra ar Gelted : bez’ e oa anezo kent m’oa ganet ar vrôadelez keltiek, boaziet ma ’z oant gant holl boblou an Europ. Miret int bet zoken gant pobladou-zo a vev ez digenvez e lec’hiou hanternosa an douar. O c’havout a raed e-touez ar C’hermaned, an Dhraked, an Illirianed, hag an hen-rummadou mesaerien eus an Itali. Mat ez oa an tiez-dindan-zouar ouz yenien goañv hag ouz gwrez hañv ; e gwarez ouz an enebourien hag al loened fero e veze an tiadou en tiez-war-zour [1].


Ment an tiez. — Tiez a bep ment ez oa tiez ar Gelted. Ar re zivoger, brinikennhenvel, n’hellent ket beza bras-bras ; kledourennou n’oant ken, graet a skourrou hag a wialennou gwevn. An tiez-dindan-zouar n’eus nemeto a gement o deus lezet war o lerc’h roudou doun a-walc’h ma c’helljed, anaout diouto peuz-difazi ment o mogeriou. Bras-tre ez int a-wechou. E-touez ar Vediomatriked, eur bobl eus reter Galia, ez oa kelc’hiek an tiez peurvuia pe hirgelc’hiek, d’ezo eus dek da ugent metrad treuz, tregont pe zaou-ugent metrad zoken darn anezo. Brasoc’h-mentet ez oa an tiez pevarzuek, hag i rouesoc’h er boblad-se eget ar re gelc’hiek ; n’o doa ket nebeutoc’h eget daou-ugent metrad led war zek pe bemzek treuz. E-touez ar Vituriged,

  1. A. Bertrand, Archéol. celt. et gauloise, eil mouladur, 1889, pp. 184-8 (ti dindan-zouar gant al Laponed ; skeudennou) ; Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, 1891, pp. 104-6 (tiez dindan-zouar, keviou-annez gant ar Finned, Vogouled, Siberiaded), 113-6 (gant ar Skuthed, Sardiniz, Baleariz, Kaokaziz, Dardaniz, Aquitaniz, h. a.), 174-81 (prenneg, ti war zour ; skeudennou), 318-p (Arianed) ; Pro Alesia, 1909, pp. 548, 551-2 (ti savet war gelc’h a-us d’eur c’hao, kranhenvel e gorf, brinikennhenvel e dôenn gant an Ddiouvached, ar Soyoted) ; d’Olonne, Les derniers Barbares, 1911 (tiez bras dindan-zouar evit ar goanv gant Tibetiz a ouenn wenn, marc’heien ha mesaerien-loened) ; L’Anthr. 1929, pp. 311-3 (Tanna-Touva), h. a., h. a.