Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/306

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
306
notennou diwar-benn ar gelted koz

Koulskoude en hini ebet eus an hen-skridou deut betek ennomp ne gaver testeni o dije ar Gelted graet kemend-all gant an danveziou a oa dindan o dourn. Mar n’o deus ket her graet dre n’o deus ket mennet ober an hini eo. Skiant-vlaz, gouiziegez hag ampartiz a-walc’h o doa da c’hallout kas da benn er savadurez-prenn taoliou-micher da lakaat e par gant ar re o deus graet er metalerez, er gwiaderez hag er c’harrerez [1].


Tiez Numantia ha Bibrakt. — Tïez Numantia, — er bloavez 133 kent H. S., — a oa pevarzuek. Graet ez oa o mogeriou, an troad anezo a vein-pastur bihan a-walc’h liammet gant pri, hag ar peur-rest a vrikennou-kriz bras. Lifret e vezent gant eur gwiskad ardilh deliou. Pri moustret, pavez mein mentek a-wechou, ez oa al leurdi enno. Diouz m’edo torosennek an dachenn, e c’hoarveze n’edo ket war gompez saliou an ti hag e tremened neuze eus an eil d’eben pe dre vont gant eur grapenn a dalveze da zereziou, pe dre lammout gant eur maen uhel lakaet a-ratoz evit-se. Kalz a dïez a oa war gaviou ma serred enno greun. Da sevel framm an dôenn e raed gant treustou dero pe bin.

Tïez Bibrakt a zo bet savet e derou ar c’henta kantved goude H. S. An darempredou o vont war stankaat bepred ouz poblou ar mor Kreizdouarek ha, dreist-holl, ar stagedigez eus rann vrasa Keltia da impalaerded Roma a zeuas war o lerc’h kemmaduriou bras e doare tïez ar Gelted. C’hoaz e kaver e Bibrakt tiez prenn ha pri ; eun niver a diez pevarzuek a weler ouspenn, avat, savet en o fez a vein n’int ket benet, hogen kenglotet piz, pri hep raz ouz o liamma. Ne da ar mein-benerez nemet d’ober ar c’horniou-mogeriou hag ar bannou dorojou. Dindan zouar ez int betek an hanter anezo, gant derezennou en diabarz da ziskenn enno. Pri moustret pe gregailh teol al leurenn. Tôennet e soul ez oant peurliesa, a-wechou e teol roman. Gwir siminaliou a zo enno, hag i peurvuia e stumm eur pikern pri kreñvaet gant peuliou prenn. En oaled e veze landeriou pennmaoutek golôet a skantennou-mein.

An tïez-se, a dalveze da lojeiz ha da labouradegou da

  1. Lenn war se selledou Jullian, Hist. de la Gaule, II, pp. 322-4.