Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/314

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
314
notennou diwar-benn ar gelted koz

pobladou-zo eus ar Belgion ober gant ar gwin ; berza a raent ouz ar varc’hadourien estren degas gwin war o douarou.


Binviou-kegin. — Menegomp a-douez ar re a zo meneg anezo e skridou an Hen-amzer pe a zo bet kavet en amzer-vremañ : beriou prenn pe vetal, kaoteriou arem pe houarn, ferc’hierigou tribizek da denna ar peziou kig eus ar c’haoteriou, drezennou-pod, pladou ha podou prenn, pri pe vetal, kestou aozilh, kerniel-eva, seier-ler evit an died, beoliou prenn da lakaat bïer, dour-mel pe win (tonellou e prenn gwisket a beg, ma rae ganto Kelted an Itali, en amzer Strabon, a oa brasoc’h eget tïez), ribodou, kanastellou da zizoura keuz.

Da vala bleud e raed gant ar vreo dre zourn. Ar vreo gosa hag an nebeuta gwellaet a oa ouz hen ober daou vaen, an eil plaen ha ledan, krag peurliesa, ma leded ar greun warnañ, hag egile bihanoc’h a dalveze d’o brevi. Mont war he daoulin a rae ar valerez hag e ruilhe ar maen-brevi war-bouez he daouarn e doare da frika ar greun. Eun doare-breo all, nevesoc’h ha gwellaetoc’h, a c’hoarveze eus eur maen-diazez kelc’hiek hag eus eur maen-milin, kelc’hiek ivez, war eun ahel ouz o zreuzi. Lakaet e veze en-dro war-bouez eun dournell, pe ziou evit ar milinou bras a c’houlenne nerz daou zen.

Goude ma voe trec’h ar Romaned, e teuas e boaz, ken en enez-Vreiz ken war an douar-bras, mein-milin brasoc’h a veze lakaet en-dro dre eul loen-samm, ejen, azen pe vul. Unan eus ar mein-milin roman-se a weler skeudennet war eur c’hleuzeur pri kavet e Londinium (Londrez). Diwar ar pevare kantved, pe, d’an abreta, diwar an trede, e voe staget da sevel milinou-dour. Roue-meur Iwerzon, Korbomaqos, mab Artos (IIIet kantved), c’hoant d’ezañ da zisamma diouz labour tenn ar breverez eur sklavez kaer en doa, en dije kaset ijinerien da studia milinou an douar-bras ha, d’o distro, en dije graet sevel kenta milinou-dour Iwerzon.


SKRIDOU TALVOUDUS DA LENN


a) D’Arbois de Jubainville, La Famille celtique, étude de droit comparé, 1905 ; Etudes sur le droit celtique, 1895, I, pp. 1-13, 60-4, 112-6, 185-253 ; La Civilisation des Celtes et celle de 1’Épopée homérique, 1899, pennad IV, pp. 285-326 ; J. Loth, Le sens de « nepos » dans deux inscriptions latines de l’île de Bretagne (Acad. des Inscr.