Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/334

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
334
notennou diwar-benn ar gelted koz

« ar pez na reont nemet evit se », gouez d’eur skrivagner roman.

Kelted ar skeudennou a vez alies noaz pe hanter-noaz. En enep, goloet-striz e vez ar merc’hed peurliesa. Gouzout a reomp, koulskoude, e rankent, en enez-Vreiz, diwiska o dilhad da lida goueliou a voe en enor d’an doueed [1].


Ar c’hinklerez hag ar brageriziou. — Ar Gelted, ken paotred. ken merc’hed, a blije d’ezo meurbet en em ginkla. Ar brageriziou korf hag ar braoigou kavet er beziou a zo niverus ha lïez o doare : spilhennou-alc’houez, gourizou, troiou-brec’h pe c’houzoug, bizeier, kleierigou-diskouarn, hag all.

N’eus bez keltiek ebet na gaver ennañ spilhennou-alc’houez. Eun doare spilhenn a surentez e oa a dalveze da brenna an dilhad a-wechou, ha dreist-holl da zerc’hel ar vantell. Arem ez int peurliesa, nemet ez eus anezo ivez en houarn, en aour pe en arc’hant. Hiniennou a zo bravaet gant pri-gwer pe goural. Disheñvel-tre e vez an neuz anezo dioc’h ar vro hag an amzer. Eun darn anezo a zo eus ar c’haera.

Gloan pe ler e oa ar gouriziou pemdez, nemet, evit an deiziou lid, e oa gant ar binvidien gouriziou metal kizellet, arem, arc’hant pe aour.

Prenn, maen, gwer, houarn, arem, arc’hant, pe aour eo an troiou-brec’h peurvuia, lïes meurbet an neuz anezo. Darn a zo digor ha darn klos. Viria e oa ano eun dro-vrec’h widilus gant ar Geltibered ha viriola gant ar C’halianed.

An troiou-gouzoug a vez anezo peurliesa seurt gwigadennou digor en aour, en arc’hant pe en arem. An ano latin a « torques » a vez graet anezo el levriou henoniez. Maniakes e oa an ano keltiek anezo hervez Polubios ; en Iwerzon e lavared monikia.

Ar c’hleierigou-diskouarn a zo anezo alies paterennou gwer glas pe strink stropet en eun orjalenn arem pe gouevr. Evit ar bizeier, ar re gosa anezo n’int nemet laonennou metal moan, kelc’hiet klos pe diglos.

Ret-mat eo studia ar braoigou hag ar brageriziou-korf all d’an neb a venn anaout arz ar Gelted koz.

  1. An noazded en emglannou hag el lidou-kredenn a zo hec’h andon en eun dreuzkredenn eus ar c’hosa a stage ouz ar stad-dibourc’h eur galloud herzel-droug, ha, dreist- holl, herzel-drougavel, eus ar brasa. War he diskar edo an dreuzkredenn-se e dibenn an eilvet milved kent H. S.