Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
ar renerez, al lezennou hag ar gevredigez

E-mesk Breiziz :

Kassivellaunos, ar galloudusa eus roueed kreisteiz enez-Vreiz, e 54 kent H. S. Gant daou vil karr-emgann ez a da ziarbenn Kaesar ha c’hoaz ne oa ar bagad-se nemet eur rann dister eus e armead ;

Kunobelinos, e-pad an hanterenn genta eus ar c’henta kantved goude H. S. War greisteiz an enezenn a-bez ec’h astenne e veli, eus an eil mor d’egile. Kavet ez eus betl kalz a beziou moneiz, merket warno e ano. Kamulodunon (Colchester hizio) e oa e gêrbenn. Daou eus e vibien, Togodumnos « To doun » ha Karatakos « Karadek », en em vrudas o vrezeli ouz ar Romaned eus ar bloaz 43 d’ar bloaz 51. Ano Kunobelinos, aet diwezatoc’h da « Konvelen », a zo manet pell brudet e-touez ar Vrezoned ;

Prasutagos, roue an Ikened, e-kreiz ar c’henta kantved goude H. S. Teñzoriou bras-divent en doa dastumet ha, war e varo, en dro d’ar bloaz 61, e kemeras da getaer gant e ziou verc’h an impalaer roman Nero.


Rouanezed. — Skrivagnerien Bro-C’hres ha Roma a verk d’imp, gwech ha gwech-all, merc’hed e penn ar poblou keltiek, ha n’eus ket eno peadra d’hor lakaat souezet pa ouzomp en em gavas a-wechou, etouez broadou hegad [1] an Hanternoz, Kelted ha Germaned, brezelerezed. Setu amañ ar rouanezed a venegont an ano anezo :

E-mesk Kelted an douar-bras, Onomaris, a c’hourc’hemenne war ar Gelted a dreizas an Danuvios (Vet pe IVet kantved kent H. S.). Pa voe bet gounezet dre an armou ar vro e kreisteiz ar stêr-se, e teuas da rouanez warni ; — e-kreiz Breiziz, Boudika, intanvez Prasutagos ha rouanez an Ikened ; hi a rene an armead vras a Vrezoned a voe trec’het gant ar Romaned er bloavez 61 [2] ; — Kartismandua, rouanez ar Vriganted er bloavez 51.

  1. Hegad, kadel, kadek (e brezoneg koz kadol, kadok), a dalv kement ha « brezelgar ».
  2. Diskleriet e vez Boudika peurliesa dre an hen-geltieg boudis, bodis « trec’h », aet da grenn-vrezoneg buz. Ouz Boudika kenveria an ano-den brezonek Buzik, diwar eur stumm kosoc’h Budik. Bez ’ez eus bet ivez eur ger hen-geltiek *bodio aet da iwerzoneg buide « melen » ha kenveriet eo bet an iwerzoneg budichass « melenrodellek » ouz ar galianeg Bodiokasses.