Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/351

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
351
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

n’en em ziskouezjont ket atao gwirion-rik er marc’hadou hag e rejont, techet ma ’z oant d’ar skraberez, gwall-daoliou erezus a-wechou.

E brezeliou ar Spagn, ar pengadour Roman Marius Cato, taget ha war var da veza faezet gant eun armead niverus a Ibered, a zileuras kannaded da c’houlenn skoazell digant ar Geltibered. Ar re-mañ a zalc’has warnañ ma roje daou-c’hant a dalantou (eur milion a luriou) [1]. — Unan eus ar rouanez war-lerc’h Aleksander-Veur en doa gouestlaouet eur vandennad eus Kelted an Danuvios, degas a rejont ganto o gwragez hag o bugale ha, pa voe paouezet gant ar brezel, e c’houlennjont ar gopr evit o zud kerkouls hag evito o-unan. — « Eur pez aour a zo bet divizet dre benn Kelted », emezo ; « ar re-mañ daoust ha n’eo ket Kelted ez int ? »

— An doare-se da seveni ar feur divizet, hag a save an arc’hant dleet d’ezo eus 30 talant (150.000 lur) da 100 (500.000 lur) ne voe ket kavet mat gant roue Makedonia hag ez eas an arguz etrezo war daeri. Ar Gelted o veza kinniget laza ar gouestlou-tud lakaet e kred etre o daouarn, e rankas ar roue mont d’ezo gant holl widreou eur Gresian evit ma tizfe savetei e ouestlou, mirout e arc’hant hag en em zizober diouz ar skoazellourien-se ken amjestr.

En Erux, er Sikelia, e oa bet hoalet gwall-c’hoantegez ar c’hoprsoudarded keltiat e servij Karthada gant teñzoriou an templ, ar pinvidika eus an enezenn. Evel ma veze eveziet ha dalc’het warno gant kêriz hag ar pep all eus difennourien kêr, e tec’hjont kuit eun nozvez hag e tremenjont d’ar Romaned. Kelenn a rejont ar re-mañ e doare ma trec’hjont da gemerout ar c’hreñvlec’h. E-kreiz ar veskadeg a savas da heul, ar Gelted a beurwastas an templ.

En enep d’ar skoueriou-se e c’heller lakaat ar re-mañ :

— Sened Roma a ginnigas d’ar Gelted, a c’hrounne Clusium, arc’hant bras, ma karjent ober o dilez eus kastiz an tri c’hannad o doa torret outo kengwir ar poblou. Ar Gelted a nac’has hen ober hag a zalc’has start warni ma vije kastizet ar re gablus. — Ar Skordisked o devoa touet war o le chom hep degemerout pe virout aour en o zïez, ne vern evit pe gefridi.

— Hervez ar Gresian Diodôros, ar Gelted (war an Douar-bras) a gas ganto penn an enebour o devez lazet, nemet e lezont an dibourc’h anezañ d’o mevelien. Uhelidi Iwerzon

  1. Luriou aour kent 1914.