Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/358

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
358
notennou diwar-benn ar gelted koz

verzjont e oa ar Romaned en em greñvaet dre urzia o arme, reolia o soudarded ha ranna anezo etre « legionou », e rejont diouto. Ar Geltibered, en eilvet kantved kent H. S., a oa d’ezo eul « legio » reizet-mat, enni 4.000 den war droad ha 200 a varc’heien, an dibab eus o arme. Er c’henta kantved kent H. S., Deiotaros, roue ar C’halated, en doa teir « legio », desket hag armet e giz ar Romaned. Kenta preder Verkingetorix, e 52, e voe sevel e-touez e soudarded eur reol heñvel ouz an hini a rene en arme roman, oc’h embann poaniou garo ouz ar soudarded disent ha disuj ; ober a reas d’ezo bep noz kaelia war o c’hamp diouz skouer ar Romaned, dre sevel en-dro d’ezañ eur foz hag eur vur, hag e stummas eur strollad nevez a droadeien armet-skañv.

Bez’ e voe zoken, e-mesk ar Gelted, meur a zen hag a ouias gwelout dreist d’al labour pemdeziek ha d’an harzou striz lakaet gant ar garantez-veuriad. Verkingetorix ha Sagroviros e-touez ar C’halianed, Karatakos ha Kalgakos e-touez Breiziz a rakwelas evel eur C’halia hag eur Vreiz a vije unanet kement pobl a oa enno ouz enebour an holl. Panevet da Bergamon ha da Roma c’hoari outañ dre zindan, en dije trec’het Ortiagon d’ober eus ar C’halatia eur vroad-tud unvan ha galloudek.


Ar prezeg. — Ar Gelted a fougee, dre m’her c’havent goureloc’h, gant eur son mouez kreñv ha garo. « Pe beoc’h e vent pe vuanekaet », eme Ammianus Marcellinus, « ez eus dalc’hmat en o mouez soniou gourdrouzus ha taer. » Er vuhez bemdez, etre kerent ha keneiled, e teue ganto divizou rouez, dre frazennou berr, trouc’het krenn, lemm ha setañsus. Traou damlavaret e-leiz, gwirioneziou dam-zizolôet, geriou c’houezet diouz eur c’hiz a ziaesae d’an divroidi heulia o c’haozeadennou.

Eun tañva a c’hellomp kaout eus an doare-prezeg-se dre frazennou berr ha skeudennet en divizadenn da heul tennet eus « Dismantr kastell Da Derga » [1]. Eun danevell iwerzoniat eus ar Grenn-amzer eo, nemet eun darvoud c’hoarvezet, hervez, er c’henta kantved kent H. S. a ra ar steuenn anezi. Roue-meur Iwerzon a zo bet souprenet gant laeron-vor a Vreiz-Veur e-pad ma kave bod e kastell Da Derga ; eun taer a emgann a savas neuze ma kouezas ennañ roue

  1. En iwerzoneg Togail Bruidne Da Derga.