Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/384

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
384
notennou diwar-benn ar gelted koz

meneget gant Plinius : er Rênos an esox [1], eur pesk bras ha pouezus ; er Moenos hag en Danuvios, eur pesk ker mentek ha pounner ken e ranked ober, evit e zizoura, gant eur yeoad ejened ha krampinellou houarn ; er Bodinkos, an attilius a boueze betek mil livr ; kemeret e veze gant eun higenn war-bouez eur pennad chadenn hag e stlejed anezañ d’ar sec’h gant eur c’houblad ejened. E mor-Galia, ar brasa aneval e oa ar morvil a save ar c’hein anezañ evel eur grec’hienn a-us da oueliou al listri hag a strinke dre e fronellou evel eur froud-dour. Stank e veze ar reuniged war aodou an Hanternoz hag ar Gwalarn.


KEVRENN II : AR POBLOU


Poblou nann-keltiek Keltia. — P’edo Keltia e barr he ment, ez oa enni eur maread poblou disheñvel pe zisheñveloc’h diouz ar Gelted dre o yez, o gouenn, o sevenedigez, o doueed. N’hellomp rei amañ nemet disklêriaduriou berr-ha-berr war ar re benna anezo.


An Ibered. — « Ibered » a raed eus holl boblou bro-Spagn n’oant na Phenikianed, na Gresianed, na Kelted. Nemet e oa disheñvel-tre an holl boblou iberiat-se evit ar sevenedigez hag ar yez. Yezou nann-indezeuropek, war a greder, a oa gant darn anezo. Ar re sevenaeta en o zouez e oa ar re a rae o annez e traoñienn stêr Iberos (Ebro) hag ar re a veve er c’hompezennou treuzet gant stêr Tartessos (Guadalquivir). Iberiz ha Tartessiz a oa d’ezo, er VIet kantved kent H. S., kêriou mogeriou kuklopel [2] en-dro d’ezo ha strolladou listri a yae da genwerzi gant Iwerzon hag enez-Vreiz diouz eun tu ha, diouz eun tu all, gant hanternoz Afrika ha gant an enezennou bras er c’huz-heol d’ar mor Kreizdouarek. Tartessiz o doa, ouspenn eul lennegez, barzoniezou ha danevellou bloaziek a save da 6.000 vloaz, war a leverer. Ar c’hompezennou tomm ha frouezus ma vevent enno a vage chatal e leiz. Eus dounder o douar e tennent metalou prizius a-builh. En IIIet kantved kent H. S. Tartessiz a oa ker bras o finvidigez en arc’hant ma raent gant an

  1. An hevelep ger hag esox eo hor ger brezoneg eog.
  2. Mogeriou graet a vein bras divent, a zo bet savet gant poblou-zo eus an Hen-amzer.