An noblans. — Bez’ e oa e-touez ar Gelted meur a rummad brientinien pe dudjentil. Er c’henta kantved kent H. S., e Galia hag e-touez ar Vrezoned, e vez ano a noblañs, uhel-noblañs, hag uhel-noblañs-dreist. Diwezatoc’h, en Iwerzon, al lezennou a zesrevel betek c’houec’h doare tudjentil (aire) a c’heller ranna dre vras etre daou rummad : ar re o devez gwizien hag ar re n’o devez ket. Ar rummad kenta hepken a oa sellet evel ar wir noblañs (vlatis aet diwezatoc’h da flaith) [1]. Noblañs an eil rummad, anvet en iwerzoneg bo-aire « noblañs saout », a oa eur seurt noblañs izel, hanter-hent etre ar wir noblañs hag an dud frank.
An noblañs keltiat, evel kement noblañs a zo, a rae stad eus he renk hag eus he gouenn, e tenne an orin anezi pe eus brezelourien vrudet en istor pe eus doueed pe hanter-zoueed. N’oa ket koulskoude peurserret ouz tud ar stadou izel : degemer a veze enni diwar ar binvidigez, ar gadarnded hag an taoliou-kaer. Gwelet a reomp, e-touez Kelted Galia, er c’henta kantved kent H. S., eun den a lignez izel, Viridomaros, o tont keit-ha-keit gant ar re uhela en e vro : anvet e voe da genbenrener an armead vras savet, er bloaz 52, ouz ar Romaned.
Ar werin. — Ar werin a oa ouz hec’h ober a bep seurt danveziou. Kavet e veze enni tud en o frankiz ha douarou en o c’herz, tud frank hep douarou, ha tud ret d’ezo, da c’hallout beva, yeoa o frankiz kalz pe nebeut. A bep seurt micherourien a oa ennañ : marc’hadourien, bageerien, soudarded, sorserien ha mezeged, telennerien ha barzed, goved (govien), teuzerien-arem, orfebourien ha kizellerien war vetalou, staenerien, prigwererien, gwererien, poderien, kilvizien, karrerien, gwiaderien ha liverien, kemenerien, kivijerien, kereon, mengleuzierien hag aourerien, labourerien-douar, mesaerien, koaderien, glaouerien, rousinaerien, hag all.
Eur c’halz eus an dud-se n’oa ket reuzeudik o stad : bez’ e oa pinvidien e-touez ar varc’hadourien, kouerien binvidik a oa ivez. Rummadou micherourien, evel ar vicherourien war vetalou, dreist-holl ar c’hoved, a veze graet stad vras anezo ; gwiriou o devoa diouto o-unan. Mar doa kalz eus an dud a vicher-se gopraet gant an dudjentil pe gant tud pinvidik e
- ↑ E brezoneg, vlatis a zo deuet da veza glad « madou, danvez » ; e kembraeg gwlad « bro, danvez ».