labourent evito, re-all a veve diliamm en o roll. C’hoaz muioc’h a rummadou-tud a oa er werin eget en noblañs.
Diweza renk ar werin ne oa ouz hec’h ober nemet kantreidi hep ti nag aoz : torfedourien dindan dec’h rak lezenn o brôad, tud bet harluet diouz o meuriad da heul eur gwall-ober grevus bennak, pe o tec’hel rak kasoni ha droukrañs eun tiegez galloudek, dleourien dic’hallout da baea, tud rivinet gant ar brezeliou etre broiz a veze bepred stank-bras an niver anezo er broiou keltiek e lec’h ne veze bloaz ebet divrezel.
Ar sklaved. — Prizonerien-vrezel e oant evit ar peurvuia. Lakaet e vezent da bep seurt labouriou : trouc’ha koad, mesa loened, servija ouz taol, heulia o mistri war ar bodadlec’h, e beaj pe er brezel. Eul labour kalet, ar mala greun, a veze fiziet alies er sklavezed. Da voneiz e talvezent ivez. E Galia, en IIet kantved kent H. S., o veza m’oa dibaot ha ker ar gwin, e roe tudjentil a-wechou eur sklav evit eun « añforennad » win.
Meur a ano a raed eus ar sklaved e keltieg : kaptos, kaktos (deut da veza « kaez », « kêz » en hor yez), kimbitos [1], skalos, mogus. Ar ger-bihanaat diwar heman, moguillos, a vez distaget ha skrivet ganimp hizio « mevel ».
Eur marc’had eo ar wazoniez, e c’hounit drezan an den gwan, paour ha dizarm, gwarez ar brezelour pinvidik, kreñv hag eskuit en eskemm eus servijou’zo, divizet en araok.
Da genta, e-mesk ar Gelted evel e-touez Europiz all, e oa an douar tra disrann ar meuriad. Bep bloaz e tarnaoue ar renerien ar parkou etre an tiegeziou ha kevrennet e veze, en hevelep doare, an trevad etre holl izili ar meuriad. Ar chatal hag an annez, hag i hepken, e oa ar madou a c’helle pep hini kaout war e ano en amzer-se. Gant-se, pa n’helle ar penrener keltiat rei douar d’e wizien, e roe d’ezo chatal. Er c’henta kantved kent H. S. mar deo bepred, moarvat, ar meuriad perc’henn war an douar diouz reiz, ez
- ↑ Kimbitos, keltiek Iwerzon, a veze graet eus ar prizoner-brezel a dalveze da voneiz.