Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/414

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
414
notennou diwar-benn ar gelted koz

dalc’het gant ar c’hirri hag ar c’hezeg hepken, hep ober meneg eus an dud war droad.

Evez bras e veze lakaet ouz kement tra a zeuje da zireiza an urz-vat. Keit ha ma pade ar gouel e veze arzao-meur ; berzet e oa pep kann pe rendael. Pep-unan a veze d’ezañ e Iec’h, bet merket en a-raok, diouz e veuriad pe e renk er Gevredigez. Da bep meuriad ha da bep stad a dud e veze lakaet o deiz hag o eur da lida o c’hoariou. E Carman, an dachenn viret da roue an Ossorigion [1] ha d’e gosgor a oa diouz an tu dehou da dachenn al Leinster. Tud an Ossorigion o doa o devez ma renent o redadegou kirri. Gouestlet e oa eun devez all da c’hoariou an dud a wad roue ; den nemeto n’en doa degemer enno. Merc’hed al Leinster a oa d’ezo, en endervez, c’hoariou d’ezo o-unan. Paotred eus meuriad Laighis eo a oa en o c’harg evesaat ouz ar c’hoariou-se. Kred e oant, neket hepken evit an urz-vat, hogen ivez evit ar braoigou a veze douget e-leiz gant merc’hed al Leinster hag a ziwiskent d’ar mare. Ar merc’hed a oa d’ezo o c’huzuliadegou diouto o-unan da vreujata enno war gement poent a denne d’o reiz-plac’h. N’helle paotr ebet kaout perz er bodadennou-se ; evel-se ivez, n’helle plac’h ebet en em gavout e kuzuliadegou serret ar baotred. Er c’hendalc’hiou digor d’an holl, ken paotred ken merc’hed, ar re-mañ a gemere lec’h gant o zud en tachennadou miret da bep meuriad. En abardaez an diweza devez, peurc’hraet pep tra, paotred ar vodadeg, holl en o sav, a enaoue eun dourni vras dre steki an eil ouz egile fustou o goafiou. Hounnez e oa evit an engroez an arouez ma ranke divoda.


Bodadegou-meur ar bloaz en enez-Vreiz ha war an Douar-bras. E-touez Breiziz ha Kelted an Douar-bras ez eus bet, hep mar ebet, goueliou heñvel ouz re Iwerzon. Nemet ne gaver ano anezo e skrivagnerien an Hen-amzer. Meneg a zo ganto hep-ken eus ar bodadegou-mañ da heul :

1° Er C’halatia, bodadeg an tri c’hant barner war an dachenn a anved Drumeneton ;

2° E Galia, ar gouel a goueze bep pemp bloaz ha ma teved ennañ manekinou prenn divent leun-tenn a dorfetourien hag a loened. Eur gouel damheñvel nemet na raed ket ennañ

  1. An Ossorigion, « rouantelez Ossos (an Demm) » « Ossory » hizio, a oa eur bastell-vro eus al Leinster.