An delenn skeudennet war beziou-moneiz keltiek a zo warni peder pe bemp korden. Henvel e oa, gant-se, ouz ar gosa telenn boaziet gant ar C’hresianed. Ober a raed ganti pe el lidou-azeuli da gensonia ar c’hanaouennou sakr pe ar pedennou, pe er banveziou hag er meulganou pe ar flemmganou.
Embreget e veze an drompilh, moarvat, kerkoulz en azeulerez hag en emgannou. Heñvel-tre eo an trompilhou keltiek engravet war ar peziou-moneiz hag an izel-vosou ouz ar re a veze e boaz gant ar Skandinaved diwar oadvez an armou arem. Diou eus an trompilhou skandinavek-se kavet e Gallehus (Jutland) a oa holl en aour ; bez’ e oa anezo, moarvat, darn eus arrebeuri eun templ bennak. Golôet e oant a dresou o skeudenna doueed kornek en o fuch, naered, kezeg, steredennou hag aroueziou all a gaver alies war beziou-moneiz hag izelvosou Keltia.
Ar c’horoll. — Evel poblou all Europa, ar Gelted o deus bet korollou-brezel ha korollou sakr. Eur geriennou bennak hon eus lavaret er pennad IV diwar-benn ar c’horollou sakr a raed en enor d’an doueed. Meneg a gaver meur a wech er skridou gresian ha latin eus ar c’horollou-emgann graet dirak an enebour. Bez’ e veze anezo lammou a-sounn, jestrou a-bouez ha jestrou-tro iskis ; en eur gorolli ar brezelour a heje armou hag a gane a vouez kreñv. Er bloaz 361 kent H. S. e voe gwelet eur c’hadour keltiat, hag heñ mentet-ramzel, oc’h ober eur c’horoll-brezel dirak arme ar Romaned ; derc’hel a rae eur c’hleze e pep dourn hag eur skoued a oa en e vrec’h kleiz ; e noaz-dibourc’h e oa, nemet eun dro-c’houzoug en e gerc’hen ha troiou-brec’h en e arzourniou.
Skeudennaduriou ’zo war beziou-moneiz keltiek a ziskouez evit doare korollou-brezel.
Al le. — An daou gred ma rae ar Gelted ganto da suraat miridigez ar c’hontradou e oa 1° ar gouestlou-tud (gêslos), 2° al le (oitos pe lugion). Tri doare leou a anavezent ;
1° Al le war an doueed, ezomm ebet evidomp diskleria hiroc’h diwar e benn. E danevellou iwerzonek eus ar Grenn-amzer e kaver alies an douadell-mañ : « Me a dou d’an doue a vez touet warnañ gant va meuriad-tud (tongu do dia toinges mo thuath) ». Eun douadenn all berroc’h ha kosoc’h ivez marteze, e oa : « Me a dou ar pez a vez touet gant va