Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/424

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
424
notennou diwar-benn ar gelted koz

anezañ lies meurbet a zoareou diouz ar mare, ar vro ha renk an hini maro er Gevredigez. Disheñvela lidou-kañv a gaver alies keñver-ha-keñver en hevelep poblou. A bep eil e vez graet gant an douara hag an devi korfou maro e-pad an holl varevez keltiek, hini pe hini eus an daou zoare-sebelia o veza trec’h d’egile kentoc’h diouz al lec’h eget diouz an amzer. An dilezel ar c’horfou d’ar bleizi ha d’ar guped n’eus rneneg gant skrivagnerien an Hen-amzer e vije bet anezañ e-touez ar Gelted, nernet da vare an argadenn-veur, er C’hres (279 kent H. S.).

1) An douara korfou : an douara korfou a oa bet heuliet ar c’hiz anezañ, e rann-amzer an armou hag ar binviou maen lufret hag er genta hanterenn eus oadvez an arem, en holl vroiou Europa nemet en Arvorig. War rouesaat ez eas an doare sebelia-se en eilvet hanterenn eus oadvez an arem ; sevel a reas en-dro war varr en oadvez an armou houarn hag e tistankas adarre niver e zalc’hidi en amzer kelt-ha-roman.

Kelc’hiek pe bevarc’hornek e oa ar poull-bez. An hini maro a veze astennet a-hed e gein, nemet puchet e veze a-wechou gant e zaoulin ouz e vruched ; gwechou all ivez e veze en sav pe en e goazez.

2) an devi-korfou : trec’h edo en oadvez an armou arem, ken en enezennou ken war an Douar-bras. En Arvorig hag er c’hreisteiz pe er c’hornog eus enez-Vreiz e voe heuliet-dreist ar c’hiz-se eus dibenn oadvez an armou hag ar binviou maen lufret (XXet kantved kent H. S.) betek an amzervez kristen. Roudou he deus lezet e brezoneg ar Grenn-amzer e-lec’h e talveze ar ger regez « glaou beo » da lavarout ouspenn « maro, ankou ». Deiz regez « deiz ar maro » eme Daliesin en unan eus e varzoniezou.

Peurliesa e veze lakaet al ludu hag ar bruzun eskern pulluc’het en eur jarlig pri. E krugell arverniat Celles, tost da Neussargues, savet er c’henta kantved kent H. S., e oa bet, evit doare, devet ar c’horf maro war ar savenn end-eeun ha, moarvat, en eun doare forn vein, enni avel-c’houez vras, rak grizias-tre e oa bet an tan evel m’hen diskouez anat ar stad m’edo tammou traezou a-zilerc’h en houarn hag en arem hag ar rouezder end-eeun eus an tammou-se.

3) arrebeuri ar beziou hag ar rôadou-boued : beziet e veze ar re varo en o dilhad gant o bragereziou, o armou hag o