binviou stiperez ; aotennou evit ar baotred, mezelouriou arem pe houarn evit ar merc’hed. Ar roueed hag an uhelidi, paotred pe verc’hed, a veze astennet alies war o c’harr pompadus, stag outañ e zaou loen-kezeg. Pa voe digoret ar ganol eus ar « Marn » d’ar « Rhein », e voe dizolôet eur vag dero graet ganti da sebeliadur er marevez keltiek ; bez’ e oa enni relegou eun den gant e armou.
Lakaet e veze er bez a-wechou, e-kichen an den maro, traezou enep-hud, eskern toullet, skilfou moc’h-gouez toullou enno d’o skourra, pe c’hoaz binviou sakr, kelorniou arem, kirriigou en arem gouestlet d’an doueed, hag all. Alies ivez e veze serret er bez podou arem pe bri, enno bier ha boued. En eur bez eus ar « Marne », da skouer, eur pod lakaet e-kichen relegou eun den a oa ennañ eskern yer ha moc’h ha pluskennou viou.
4) al lidlazadou loened : edo ar c’hiz gant ar Gelted lidlaza loened a greded e heuilhjent an hini maro er bed-all. Er beziou eus marevez Halstatt e Baviera, hag er re eus marevez an Ten e Breiz-Veur e kaver alies eskern moc’h-gouez, eul loen sakr gant ar Gelted. Hiniennou eus krugou ar Vourgogn o deus daskoret d’ar goulou relegou pulluc’het oc’hen ha kezeg. Gant ar c’havadennou-se eus hon amzer e vez testeniet gwirionded ar pennad-mañ diwar skridou Kaesar : « Kañvou an uhelidi », emezañ, « e-skoaz da sevenedigez ar Gelted, a zo kaer-dreist ha lorc’hus. Kement a zo bet karet gant an hini maro en e vuhez a vez devet, zoken al loened. N’eus ket gwall-bell c’hoaz, da enori-tre anezañ, e losked a-gevret ar sklaved hag ar wizien en devoa karet. »
5) al lidlazadou tud : testeniet int, evit pez a sell Kelted Galia dre ar geriou diwar skridou Kaesar emaomp o paouez menegi. E beziou ar Palatinat Uhela ez eus roudou e-leiz o tiskleria anat a-walc’h boazamant al lidlazadou tud [1]. En
- ↑ Julius Naue, L’époque de Hallstatt en Bavière, trôet e galleg gant Salaün Reinac’h, war Rev. archéol. 1895, pp. 40-77. Hollvedell, kouls lavarout, hag, e boaz gant kosa ha seveneta poblou ar raghen-istorvez eo bet al lidlaza-tud war ar beziou. E-touez Sumeriz, etro dibenn ar pevare milved kent H. S., e lidlazed tud a-vern war beziou ar roueed. En unan eus ar beziou meur-se, ez eus bet kavet, en o gourvez en trepas o kas d’ar c’hao-bez, soudarded gwardoniez ar roue, tokhouaraiou kouevr en o fenn, goafiou en o daouarn. Nao itron eus al lez, brageriziou aour kaer-dispar golo o fenn, a oa gourvezet er gambr-vez. Dirak an nor, e oa daou garr peder rod, bep a dri ejen outo : er gludell edo relegou an daou garrvlenier hag ouz penn al loened re an daou vevel. En eur bez meur-all, hini ar rouanez Shub-ad, e oa itronezed al lez war diou rezad, er penn anezo telennerez ar rouanez, eskern he divrec’h e-touez aspadennou he benveg. Stank ha pinvidik-mor, pinvidik dreist-kred, e oa arrebeuri ar beziou koz-se : aour hag arc’hant e oa ar podou, pladou, listri, hanafou, kleuzeuriou, h. a., ha neket hepken ar brageriziou-korf. Gant aour hag arc’hant e oa kaeraet an armou kouevr. C. L. Woolley, Les Sumériens, laket e galleg gant E Lévy, kentskrivet gant an Doktor Contenau, 1930, pp. 47-8.