Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/426

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
426
notennou diwar-benn ar gelted koz

Iwerzon, eur skrid eus ar Grenn-amzer a ra meneg eus eul lazadeg prizonidi da enori eur c’hadour maro. Mibien Eochaid Muigmedoine (358 goude H. S.), graet ganto eun argadenn er Munster, a drec’has, en eun emgann, gwazed ar rannvro-se. Nemet e voe gloazet grevus unan eus ar vreudeur, Fiachra e ano. Kaset e voe en-dro d’ar gêr ha gantañ hanter-kant prizoniad, paket en emgann. A-benn eur miz e varvas Fiachra gant e c’houliou. E vreudeur e sebelias hag a zouaras ez veo an hanter-kant prizoniad en-dro d’e vez.

6) ar c’hlemgan d’an hini maro : kleuza ar bez, klemmgana d’an hini maro, laza e loened pevarzroadek e oa, hervez eur skrid iwerzonek eus ar Grenn-amzer, kenta lidou eur beziadur. Ar c’hlemmgana a oa anezañ ivez e-touez Breiziz. En danevell varzek war Dristan hag Isilt, e weler Isilt hag he mamm, pa zegouez maro Morholt, o vleina bep eil tro e-touez ar merc’hed ar geuziadeg-kañv : stouet war ar c’horf meur ec’h adlavaront dibaouez meuleudi an hini lazet hag e taolont hep ehan an hevelep malloz ouz al lazer [1].

7) ar c’hoariou-kañv : ar c’hañvou a zeue d’o heul, en Iwerzon, banveziou ha c’hoariou, redadegou kirri ha gourenadegou, a lakaed en enor d’an hini maro. Gant Breiziz ha Kelted an Douar-bras edo ar voazamant-se ivez, moarvat. Boutin eo bet da holl Europiz.

8) stumm-diavaez ar beziou : ar beziou a saved warno alies a-walc’h eur c’hrug. Ar c’hrugou eus an oadvez keltiek a vez peurvuia eus unan da bevar metrad uhelder war zek pe bemzek (pe ouspenn) metrad treuz. Stank eo ivez ar beziou digrug. Merket e oant gwechall marteze gant aroueziou prenn pe danveziou dibad all a zo aet da get hep lezel rou-

  1. Joseph Bédier, « Le Roman de Tristan et d’Iseult, traduit et restauré », pajenn 45.