Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
notennou diwar-benn ar gelted koz


KEVRENN V : AN NOBLANS HAG AR WERIN
KELTIAT DINDAN MESTRONIEZ ROMA


An noblans dindan mestroniez Roma. — War an Douar-bras hag en enez-Vreiz, da heul alouberez ar Romaned, e voe ret d’an uhelidi geltiat en em glevout, beva e peoc’h an eil gant egile ha paea gwiriou pounnerik a-wechou. Lezet e voe ganto, avat, o douarou, o madou, hag ar pep brasa eus o aotrouniez, nemet reizennet ha reolennet e voe houmañ. Kaesar, a-vec’h m’en devoe aloubet Galia, a zonezonas gwir ar vourc’hizelez roman d’eun niver a Gelted eus ar vro-se, o fourvezas a enoriou, a ditrou hag a gargou, hag a reas da veur a hini anezo dont da senedourien Roma. An impalaered a heulias ar skouer-se hag, evel ne gasent nemet nemeur a gargidi er provinsou [1], tudjentil keltiat, deut da vourc’hizien, senedourien, reizerien Roma, da renerien provinsou a-wechou zoken, eo a rene diwar o c’houst ar poblou keltiek sujet.

Ar peadra, arc’hant pe skiant, a oa bet implijet dreist-holl gant an noblañs, e mare o frankiz, da vrezeli pe da geveza kenetrezo, a voe lakaet ganto hiviziken da c’hounit douar, da wellaat stad o brôad ha da gaeraat he c’hêriou. Diwar dibenn ar c’henta kantved goude H. S. e veze penn-lec’h pep brôad eur gêr heñvel a-walc’h ouz Roma, gantañ e straedou pavezet evelti, e demplou e maen-benerez hag e marpr, e volziou-enor, e gibellec’hiou, e feunteuniou, e c’hoarivaou hag e gelc’hvaou. Savet e veze an holl labouriou-se gant ijinerien ha saverien-tiez gresian pe roman, pe diskibled d’ar C’hresianed ha d’ar Romaned, galvet ha gopraet gant ar benreizerien hag ar senedourien geltiat.

Renadur eur vrôad keltiat dindan aotrouniez ar Romaned, a oa ouz e ober eur sened (curia e latin) savet diwar perc’henned penna ar vro, eur reizer-meur (praetor er c’henta kantved goude H. S., defensor er IVet kantved) pe pevar penreizer skoaziet gant eun teñzorer (quaestor), en e garg ren kef dispignou kêr.

  1. E Galia a-bez, a oa eun tamm-mat brasoc’h eget ne deo Bro-C’hall bremañ, n’oa ket nemeur en tu-hont da gant anezo. Ar re uhela a oa anezo gouarnerien ar provinsou pe « kannaded an impalaer » (legati Augusti e latin), hag ar verourien karget da evesaat ouz dastumerez ar gwiriou (procuratores Augusti o ano).