kiz, a luskas war-raok, eur marz. E-skeud ar « peoc’h roman » (pax romana), ar « surentez roman » (securitas populi romani), gouez da skrivagnerien an amzer-se, ar vicherourien hag ar varc’hadourien a binvidikaas, al labourerien a c’hounezas ar c’hoadou da zouar-ed hag a zizec’has ar geuniou, e-keit ma kave dreistniver gwerin didra ar c’heriou hag ar maeziou bara a-builh er c’hampou, dre servijout, darn anezo el lejionou, darn-all en armeou-skoazell. Diwez e voe d’an amzer evurus-se war-dro 180 goude H. S. Neuze e stag an impalaerded roman, dirouestl he buhez betek-hen, da wanaat ha d’en em ranna, e-keit ma kresk en he diavaez galloud ar C’hermaned. E-touez ar skoilhou anavezet a voe kiriek da zienez ar werin er IIIet hag IVet kantved, e c’hellomp menega :
1° Rendaelou ar politikerez hag an dirollerez a savas da heul en armeou ; — 2° ar gwiriou o pounneraat hag ar gwaskerez anezo o poueza dreist-holl war an dudigou ; — 3° ar berc’henned vras o kreski : diberc’henna hag aloubi a rejont tamm-ha-tamm an domaniou bihan ; da heul, ez eas da get an dud en o frankiz hag e kreskas ar sklaved ; — 4° ijinerez tud en o frankiz kaset da netra, rivinet ma voe gant ijinerez ar sklaved ; — 5° diwar ren an impalaer Diokletianus, niver ar gargidi o vont war astenn dalc’hmat ken ma teuas trec’h war hini ar sujidi ; — 6° argadennou drastus ar C’hermaned : diwar an IIet kantved hag e-pad an IIIvet hag ar IVet, e torrjont meur a wech al linennou difennerez a-hed ar Rênos hag an Danuvios. War eun dro gant ar C’hermaned, e reas, en enez-Vreiz, argadennou ken kriz ha ken kriz Iwerzoniz, ha re ar Bikted chomet diliamm en Hanternoz ; — 7° ar C’hermaned hag ar Slaved o tont dre gaer pe dre heg en armeou roman gwanaet ; degemer o servij a voe ranket ober, gwa d’ar Gelted didra ; — 8° ar riblerez oc’h en em astenn da heul an holl walennou-se.
Neuze, hogozik e pep lec’h, en enez-Vreiz, e Galia hag e lec’hiou-all, e weljod ar beorien, an disheridi, oc’h en em sevel ouz o gwaskerien, o vuntra ar binvidien hag ar gargidi, o tangwalla ar c’henkiziou skignet amañ hag a-hont war ar maez, o vont da riblerien hag oc’h en em unani a-wechou gant bandennadou Germaned da wasta kêriou. E Galia, er IIIvet kantved, emzao ar gouerien, lakaet en gouez gant mac’homerez an dastumerien wiriou, a voe kriz-kenañ. Rei a raent d’o emzao, int-i o-unan, an ano a « Bagaudia »,