Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
ar renerez, al lezennou hag ar gevredigez

moarvat eus ar ger keltiek baga « emgann » ha « youc’hadeg ».


KEVRENN VI : BODADOU-TUD


Daou seurt a oa anezo : 1° Ar gêriadenn divoger, o veva enni dreist-holl labourerien douar ;

2° Ar gêr vogeriet, o veva enni dreist-holl micherourien ha marc’hadourien.

Unan eus anoiou ar gêriadenn divoger e oa, war a greder, treba, a gavomp eun ano diwarnañ e Kontrebia, kêr geltiat eus ar Spagn kemeret gant ar Romaned er bloaz 181 kent H. S. Treba a zo deut da veza trev pe tre en hor yez. E-lec’h treba, a veze implijet en enez-Vreiz hag Iwerzon, e lavared marteze trebon e korniou-zo eus an Douar-bras ; amprestet eo bet, er c’hantvedou kent donedigez H. S., gant ar C’hermaned a zistagas anezañ thorpon. Ac’hane e teu ar saozneg thorp hag an alamaneg dorf « kêriadenn ».

Unan eus anoiou keltiek ar gêr vogeriet e oa dunon [1] ; amprestet eo bet an ano-se ivez gant ar C’hermaned ha deut da veza town e saozneg. Kêriou mogeriet Kelted Galia a oa mentet bras darn anezo : Bibrakt, da skouer, a oa d’ezi pemp kilometr tro ha 135 hektar gorread. Tiez kêriz ne c’holoent nemet eur rann vihan eus al lec’hed vras-se ; ar peurrest a oa dindan douarou-ven, e lec’h e veze dalc’het ar bodadegou hag e teue d’en em repui, er brezel, ar bobl a-ziwar-dro gant o chatal hag o annez. Sevel a raent warno, da verr-amzer, tiez prenn ha soul.

Stank-meurbet eo ar ger dunon en anoiou-kêriou ar C’heltved kent. E-touez ar geriou-all a gaver oc’h envel an annez-lec’hiou, krenvlec’hiou, bourc’hiou ha kêriadennou, e c’heller menegi : briga, aet da vrezoneg bre, paot-meurbet el ledenez iberek, Dêvobriga, Nertobriga, h. a. ; rouesoc’h e Galia ; hogos dianav er broiou keltiek-all ; bona, aet da gembraeg bon « diazez » ; diwarnan eo moarvat Bononia a zo bet ano meur a gêr keltiek pe keltiekaet war an Douar-bras ;

  1. Dunon (dunos en Iwerzon) a zo deuet da veza en iwerzoneg dun « ti-meur ha kreñv eur rener », ha din (liester dinou) « kastel, kreñvlec’h » e brezoneg. Beo eo c’hoaz ar gêr-se en hor bro en anoiou-lec’hiou evel Dinan « ar C’hastellig ». Eur ger diwar din, dinas (liester dinasted} a oa ivez gwechall e brezoneg hag a dalveze kement ha « palez ».