*balion « annezlec’h », *balia « annezlec’hiou, bodad-tiez, bourc’h, kêr », a gaver en Iwerzon hepken [1] hag a ziskouez beza dinaouet eus an hevelep gwrizienn c’her hag ar galianromaneg balma « bougou, mougeo », ar brezoneg koz bal « roc’h serz, roc’h-toull, keo, mengleuz » [2]. Ar ger duron, paot en anoiou lec’hiou annezet war an Douar-bras hag en enez-Vreiz, a zo bet kamm-ziskleriet e-pad pell-amzer dre ar c’hembraeg dur « dir » ha kredet a-dreuz da heul e oa « krenvlec’h » e dalvoudegez ; gwirhenveloc’h eo ez eus anezan hena stumm ar gouezeleg bro-Skos dur « treiz, treizlec’h » : heman a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *durus, *duras [3]. Daou c’her-all, a zo stank en anoiou al lec’hiou-annezet eus ar C’heltved kent, lanon ha magos, a dalveze da envel tachennou douar kompez ha meinbonnet-piz : bodlec’hiou, marc’hallec’hiou, lec’hiou-sakr. Ouz Mediolanon kenveria ar brezoneg Douelan, Doelan « manati » hag ouz Rotomagos (Roan-vor hizio) ar brezoneg Goariva « teatr » hag ano-lec’h [4].
Skridou ar Romaned hag ar C’hresianed o deus lezet d’imp anoiou meur a gant lec’h annezet gant ar Gelted : kêriou, bourc’hiou mogeriet, kestell, lec’hiet er broiou a oa en o dalc’h : enez Vreiz, Galia, ar Spagn, Italia-Uhela, kreiz ha reter Europa, Azia-Vihana. E-touez ar bourc’hiou hag ar c’hêriou mogeriet e teu ganto an aliesa an ano anezo, ken da heul ar roll o deus dalc’het e politikerez Europa, ken dre m’o deus tizet eur barr uhel er c’henwerz pe en ijinerez er maread kelt-roman dreist-holl, e vezo meneg ganeomp eus :
En Itali, Mediolanon (Milano), Verona (Verona) ha Bononia (Bolonia), ne reas an dalvoudegez anezo nemet kreski dindan aotrouniez Roma ; — er Spagn, Interkatia, Segobriga (Segorb), a deuas da veza, er c’henta kantved goude H. S., kêr-benn Keltiberia ; Bilbilis, a oa enni, d’ar c’houlz-se gofili armou ha binviou houarn brudet ; Kastulo, kêr mogeriet hag anvek (brudet), ma kemeras Hannibal gwreg enni ; Nu-
- ↑ Bez ’e vije eur skouer eus *balion en enez-Vreiz ma vije reiz ar stumm a gaver e skridou-zo eus an Hen-amzer : Luguballium. Nemet war skridou-all e lenner Luguvallum.
- ↑ Kenveria ar galianromaneg *tana « toull en douar, roc’h-toull, bougou », andon ar galleg-breman tanière, diwar an hevelep gwrizienn-c’her moarvat hag ar c’hrenn-vrezoneg tnou (a vije *tenovo ar furm hen-geltiek anezan, hervez Viktor Henry), Rev. celt. 1922, p. 57.
- ↑ Rev. celt. 1922, p. 155-6.
- ↑ Rev. celt. 1891, p. 281.