Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
ar renerez, al lezennou hag ar gevredigez

mantia, kêr vihan a dennas war hec’h ano eur c’hlod [1] divarvel dre an eneberez kalonek a reas ouz ar Romaned an dud anezi, a oa unan eus ar pevar meuriad rannet etrezo pobl geltiek ar Belendoned ; — e loden keltiek-ha-ligurek Galia, Vienna (Vienne), Arelati (Arle), Tolosa (Tolosa), Narbo (Narbonna), Nemossos (Nîmes), bourc’hiou a bouez dindan aotrouniez ar Gelted, kêriou bras e-pad ar maread-amzer kelt-ha-roman ; Genava (Genève) ha Kularo (Grenoble), kêriadennou keltiek deut da gêriou er pennad amzer war-lerc’h ; — er wir C’halia, er kantved kent H. S., Vesontio (Besancon), Gergovia, Avarikon (Bourges), « brava kêr Galia », Bibrakt, kêr vogeriet ha labourus, Alesia, kêr kollet ganti ar renk kenta, beo c’hoaz he brud en eñvor ar C’halianed ; Lutetia (Paris), a voe kemeret a-wechou, e dibenn ar maread kelt-ha-roman, da chomlec’h gant an impalaered, hep paouez beza eur gêr vihan ; dindan aotrouniez ar Romaned, e kreskas kalz a vourc’hiou ken e voe ranket o lakaat e niver ar c’hêriou : seurt gant ar re-se e voe Lugudunon (Lyon) a oa, en eil kantved goude H. S., ar vrasa hag ar gaera eus kêriou Galia ; Burdigala (Bourdel), Aventikon, Turikon (Zurich) hag ar c’hêriou bras mogeriet, leun a varc’hadourien hag a soudarded, a oa o tifenn harzou ar Rênos, Devoduron (Metz), Trevires (Treier), Argentoraton (Strassburg), Noviomagos (Speier), Bormitomagos (Worms), Mogontiakon (Mainz), Lugudunon (Leyde) ; — e Germania Mediolanion (Metelen, Westfalia), Segodunon (Wurzburg), Lokoritus (Lohr), Sumelokenna (Rottenburg), Lugidunon (Liegnitz) ; — e lodennou kreiz ha reter Europa, ar c’hêriou mogeriet a oa o anoiou Boioduron (Passau) ha Lauriakon, ar c’hêriou kenwerzus anvet Karnunton ha Vindobona (Wien) ; Noreia, kêrbenn an Daurisked, Viminakion, a voe lakaet da bennlec’h war ar brovins roman anvet Moesia-Uhela ; Singidunon (Belgrad), Bononia (Widin), Durosteron (Silistria) [2] ;

  1. Klod « gloar » a zo eur ger krenn-vrezonek (eus krenn-vrezoneg an dihellou) a vije mat hen implijout a-nevez, da vihana el lennegez uhel, rak keltiek-rik eo. Ar furmou koz anezañ e oa klut e hen-vrezoneg, ha kluto e keltieg, en anoiou-tud evel Klutogenos « mab ar c’hloar », Klutorix « ar roue brudet », ha Klutovalos, aet diwezatoc’h da Klutgen, Klotri ha Klutuual, Klotual, e brezoneg.
  2. Silistria eo ano turkek ar gêr-se. Kemeret eo bet gant holl yezou Europa, nemet ar bulgareg a ra anezi Drister. Drister eo an ano keltiek koz Durosteron dizoareet eun draig gant an amzer ha trefoedach ar slavegerien.