Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
notennou diwar-benn ar gelted koz

Kelted ar Reter. D’hec’h embreger ervat hir studi a oa red ha boaza outi ez vugel. Taolennet eo bet gant eur barz latin bugale eur meuriad keltiat pe keltiaet eus an Danuvios o poelladi diwar gwalenn ar c’hirri, da deurel ar gateia [1].

An arm a raed, anezañ matara pe mataris a oa eur gontell-stlepel, moarvat.


Goafiou. — Ar Gelted a oa ganto goafiou, d’ezo hern a bep furm, darn gwagennet o dremm, re all dantet ; lod all a-stumm gant deliou haleg pe deliou lireu. An doare goaf a anved lankia a oa d’ezañ eun houarn a 0,44 hed ha 0,15 led. Ar fust prenn a oa 2,15 hed tost da vad. Alies e vez meneg eus lankia ar Gelted er skridou gresian ha latin. En Itali, er bloaz 217 kent H. S., en emgann Trazimena, eur marcheg keltiat, Dukarios e ano, a lazas gant eun taol eus e lankia ar c’honsul roman Gaius Flaminius. E Galia, er bloaz 51 kent H. S., ar roue Kommios a wall-c’hloazas gant eun taol lankia ar mestr-marc’hegiez roman Volusenus Quadratus.


Kleze. — Ar c’hleze a oa arm muia-karet an noblañs keltiat. Kladibos e oa e ano e keltieg koz hag e kreder o deus ar Romaned degemeret ar ger keltiek-se en o yez, er pevare pe en trede kantved kenf H. S., ha distummet anezañ e gladius. Ar Gelted o deus bet klezeier arem ha klezeier houarn a veur a stumm, diouz ar rann-amzer. Peurliesa ez eo ar c’hleze keltiat houarn-holl, hir ha pounner, diou-zremmet, ha tougn e veg. An dournell anezañ, askorn pe olifant, a gaeraed gant kourel pe gant tachou penn-amailhet. Ler, prenn pe vetal e oa ar gouhin warnañ ; skourret e veze ouz ar gouriz gant eur chadennig arem, houarn pe kouevr. Ar gouriz e-unan a veze kaeraet gant laonennou metal kizellet. Gant ar Geltibered e oa klezeier berr, beget-lemm, graet gant dir eus ar gwella, ma c’halled skei ganto kerkouls gant ar beg ha gant al lemm. Adalek ar brezeliou ouz Hannibal, e tilezas ar Romaned o c’hlezeier-i da gemeret re ar Spagnoled.

  1. Diwar-benn ar vouc’hal-vann anvet kateia, teutona, lenn A. Bertrand ha Salaun Reinac’h, Les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, 1894, pp. 191-3. A-zivout al lerenn-vanna anvet amentum gant ar Romaned, an hevelep levr, pp. 188-91.