Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
notennou diwar-benn ar gelted koz

pe kovinus, hag essedarios eus ar brezelour a stourme ennañ. Tremenet eo an holl c’heriou-se e latin.

Kelted an Douar-bras a zilezas abred ar c’harr-emgann diwar ar penn-abegou end-eeun o doa lakaet ar C’hresianed hag an Italianed da zivoaza dioutañ kerkent ha derou an istorvez (Xet kantved kent H. S.) : aes e oa da droc’holia, ac’hubus (landrammus), ha n’helle ket tremen dre bep lec’h. Breiziz hag Iwerzoniz a zalc’has pelloc’h d’ar c’hiz koz-se da vrezeli : c’hoaz er c’henta kantved goude H. S. e veze ganto kirri-emgann en o armeou.


KEVRENN III : ARMEOU HA DOARE-BREZELEKAAT


Setu eun daolenn graet gant Kaesar eus an doare m’en em ganne ar Vrezoned gant o c’hirri-brezel ; « Da genta e reont dezo nijal herrek en-dro d’an enebour, o teurel daredou ; a-walc’h e vez alies an aon rak ar c’hezeg ha tourni ar rodou da lakaat mesk er renkadou. P’o devez graet o hent da greiz ar skouadronou, e sailhont diwar o c’hirri d’en em ganna war droad. Neuze ar baotred-karr a gil tamm-ha-tamm diouz ar veskadeg hag a chom a-hed taol, d’an emgannerien d’en em denna daveto, mar bez re denn warno gant niver an enebourien. Evel-se ec’h unan ar Vrezoned, en emgannou, herrder ar marc’heg gant stabilded an troadeg. Diwar eur studi pemdeziek e tizont ivez ma c’houzont derc’hel a-sav o c’hezeg hag i war red en eun dinaou sounn, o lentaat pe o zrei diouz o c’hoant, redek war al laz, en em zerc’hel sounn war ar yeo hag ac’hane sailhat en o c’hirri. »


Marc’hegiez. — En tu-hont d’ar vrezelourien pignet war