Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
ar brezel

girri-emgann, o doa ar Gelted marc’heien ha troadeien. Marc’hegiez ar Gelted a oa brudet ; trec’h e oa a-galz da varc’hegiez ar Romaned hag, er c’hrogadou a voe etrezo, e chomas peurliesa ar gounid gant ar Gelted.

Gant ar Gelted a argadas ar C’hres er bloaz 279 kent H. S., e veze oc’h ambroug pep marc’heg, daou vevel war varc’h. E-pad an emgann, e chome an daou-mañ war-dreñv ; ma veze lazet ar mestr, an eil pe egile a rae evitañ ; ma veze gloazet, unan a gase anezañ d’ar c’hamp, e keit m’edo egile o kemeret e lec’h ; ma veze divarc’het, unan pe egile a zegase d’ezañ e varc’h. Anvet e veze ar strollad-se trimarkisia.

Gant Kelted Illiria e veze da heul pep marc’heg eur soudard war droad a rae en emgann evit ar brezeliad kouezet a-ziwar e varc’h ; iskuit a-walc’h e oa ar soudarded-se war droad da c’hallout, krog o dourn e moue ar c’hezeg, o heulia d’ar red.

Marc’heien ar Geltibered a oa ker boas da stourm war droad ha ma ’z oant d’en em ganna war varc’h : pa welent edo o zroadeien re denn warno gant an enebour, e lamment d’an traoñ a-ziwar o c’hezeg, e lezent ar re-mañ en eur renkad hag ez aent da rei harp d’o c’henvrezelidi war droad ; boazet e veze al loened da chom diflach ken distro o mistri [1].


Troadegiez. — En em ganna war varc’h pe en eur c’harr-emgann hounnez e oa, dreist-holl, giz an den a lignez uhel.

  1. Dianav eo bet da Hen-amzeriz holl gwitibunan (d’ar re anezo zoken a oa marc’heien-dreist evel ar Gelted) ar stleug a gresk stabilded ar marc’heg war gein e loen e-pad an emgannou. Gant se, n’oant ket war ar stourmaez evit tenna eus o c’hezeg an holl vad a veze tennet eus o re gant ar varc’heien stleuget a ziwezatoc’h. Dre ma oant distleug e vije bet dreist d’o galloud ar goafata a-bann, tal-ouz-tal, war gezeg o redek, diouz giz marc’heien houarnwisket ar Grennamzer, pe an argadadeg a-dolpad, « mogerhenvel », ouz an enebour, d’e skei d’an douar ha d’e flastra. Eus o dic’halloudegez er c’henveriou-se e teu an aested souezus a lake marc’heien an Hen-amzer da vont da droadeien evit ar c’hann den-ouz-den. Ijinet eo bet ar stleug, evit doare, gant Skuthed etro an IIIet kantved kent H. S., nemet divalo-kenan e voe ar c’hiz anezan d’en em leda. En XIIet kantved hepken goude H. S. e voe degemeret ar stleug gant holl varc’hegiez Europa. Lefebvre des Noëttes, Le cheval de selle à travers les âges, 1931, pp. 216-42 ; W. W. Arendt, Sur l’apparition de l’étrier chez les Scythes, war Eurasia Septentrionalis Antiqua, IX, 1934. p. 208.