Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
notennou diwar-benn ar gelted koz

trec’h d’ar Romaned en emgann an Allia hag a voe tangwallet ganti kêr Roma (390 kent H. S.) ; Belgios, a gannas, er bloaz 281, roue Makedonia, Ptolemaios Keraunos (ar C’hurun) ; Brennos, an eilvet eus an ano-se, eus a ouenn ar Braused (Prausoi) a oa e penn an arme vras a argadas ar C’hres daou vloaz diwezatoc’h ; Kombutis hag Orestorios, eil renerien dindan Brennos, a chomas gwall-vrudet o ano en Hellas da heul an torfedou euzus a rejont en Etolia e 279 ; Britomaros, Konkolitanos hag Aneroestos (pe Ariovistos), a oa dindan o gourc’hemenn, e 225, arme geltiat an Itali ; Ortiagon, Kombolomaros ha Gaulotos, renerien arme geltiek an Azi-Vihana e 189 kent H. S. ; Istolatios, a c’hourc’hemene war arme ar Gelted hag an Ibered unanet a-enep Karthadiz, e 220 ; Avaros ha Retugenos, lesanvet al Luc’hedenn, pennou kelted Numantia er bloaz 133 ; Katugnatos, a vlenie an Allobroged en em savet ouz ar Romaned er bloaz 62 ; Verkingetorix, penrener brezel Galia e 52-51 ; Karatakos, a oa e penn arme ar Vrezoned e 51 goude H. S. ; Galgakos, e oa bleniet gantañ Brezoned an Hanternoz en emgann ar menez Graupios.


Kerzadegou, kampaduriou, treiza ar stêriou. — Lavaret eo bet [1] ne ouie ket ar Gelted kemeret an eveziou reta en amzer a vrezel, e tiazezent o c’hamp e lec’hiou izel ha diemzao, ne lakaent ket gedourien, e kerzent hep sklerijennerien en o fenn ha war o c’hosteziou. M’o dije graet er stumm-se, n’o dije biken gounezet Europa dre vrezel, n’o dije biken trec’het an holl boblou o deus trec’het, Ibered, Ligured, Etrusked, Romaned, Gresianed, Illirianed, Thraked, Germaned, hep niveri en Hanternoz hag er C’huz-heol poblou all n’int ket deut o anoiou betek ennomp. A-hend-all gwirheñvel eo [2] o doa an darnvuia eus ar Gelted dizesket, en o brezeliouigou-diabarz, meur a reolenn eus ar brezelerez bet anavezet hag heuliet gant o zadou, ar benargadourien vras. Ne c’hoarvezas kement-se, avat, nemet pa ’n em gavas ar Gelted diazezet da vat er broiou aloubet ganto. Etre ar remziadou a zo bet faezet gant ar Romaned ha gant ar C’hermaned, etro derou an oadvez kristen, hag ar remziadou o devoa gouezet bazyeoa

  1. Gant Camille Jullian, en e levr Histoire de la Gaule, II, pajenn 205 hag er re da heul. An tamall-man ne vir ket ouz al levr-se da veza dreist e leiz a boentou all.
  2. Sellet ouz an hevelep levr, II ; pajenn 102.