Ar benvrezelourien akuit a zibabe da ziazeza o c’hamp lec’hiou aes da zifenn, dreist d’ar re-all krec’hiou pe veneziou. E 189 kent H. S., Kelted an Azi-Vihana a sav daou gamp, unan war venez Magaba, egile war venez Olumpos. Heman, reizet an diazezadenn anezan gant Ortiagon, a oa krenv kenan. Diouz tu an hanternoz d’ezan, e oa harzet a-grenn an tremen gant rec’hier a-serz, nemet war tri foent : unan dre greiz ar menez, damwisket a zouar el lec’h-se ; an daou all war ar roc’h noaz, er reter-gevred hag er gwalarn-kornog. Diouz tu ar c’hreisteiz tuniennou douarek a save war hir-zinaou uhel a-walc’h. Unan eus an tuniennou-se, war hed eur miltir roman (1400 metr) diouz ar c’hamp, a zifenne an hent a gas da venez Olumpos hag a helle talvout da rag-zifenn, evit herzel ouz an enebourien da vont war-raok. Ortiagon a lakas 4.000 kadour d’he derc’hel. Ar c’hamp end-eeun, war gement lec’h ma c’helled tremen, a voe krenvaet gant eur c’hleuz hag eur c’harz peuliou.
E Galia, e 52 kent H. S., Kamulogenos a ziazez e arme war glannou ar Sequana, en eul lec’h difennet gant eur c’heun ec’hon a skoe war ar stêr. Ar bloaz war-lerc’h, Korreos a ra d’e soudarded kampa war eur grec’hienn uhel, e-kreiz eur c’hoad, geuniou en-dro d’ezan. En enez-Vreiz, e 51 goude H. S., Karatâkos a grenva e vrezelourien a-drenv d’eur stêr, war veneziou serz ; el lec’hiou war blênoc’h dinaou, aesoc’h an dostidigez anezo, e ra sevel eur voger vein sec’h.
Ar skrid iwerzonek, danevellet ennan argadenn ar rouanez Medua e Bro-Ulad, a zesrevell evel-hen kement labour a ya d’ober eur c’hampadur : 1°) bonna an dachennad merket da bep strollad brezelourien ; 2°) sevel touzinellou brankou, teltennou ; strewi kolo d’an dud da azeza ha da c’hourvez warnan ; 3°) aoza pred ; 4°) dibri ; 5°) mont da gousket. D’ober buan an holl labouriou-se, e voe trec’het Iwerzoniz gant an 3.000 Galian degaset gant roue Menapia [1]. Pa stage Iwerzoniz gant o fred, e oa aet, a-benn neuze, ar C’halia-
- ↑ Menapia ma tegemerer da wir reizadenn Herri d’Arbois de Jubainville : Fir Menia « Tud Menia » eo an ano skrivet. Teurel pled o devoa ar Venaped (Menapii) annezet en Iwerzon Kauki da nes-amezeien, evel m’o doa ar Venaped manet war an Douar-bras. Nemet germanekaet e Chauci, Chauchi e oa bet ano Kauki an Douar-bras (k keltiek = h germanek), Herri Hubert, Les Celtes et l’expansion celtiqne jusqu’à l’époque de la Tène, 1932, p. 239, kartenn 8 ; pp. 272, 276, danevell.