e gamp. Ar Gelted a hellas gant-se en em denna didrouz ha tizout eul lec’h emzavoc’h ma tiazezjont ennan.
Evel ar poblou all, e rae ar Gelted gant spierien da anaout nerz o enebourien. E 277 kent H. S., ar Gelted, trec'h d’ar C’heted ha d’an Driballed, poblou thrakiat, a gerz d’ar Vakedonia gant 15.000 a droadeien ha 3.000 a varc’heien. Kannaded a gasont d’ar roue Antigonos Gonatas ha d’ezo diou gefridi : 1° kinnig da roue Makedonia prena diganto ar peoc’h ; 2° anaout stad e gamp. Ar roue o fedas d’eur banvez pompus hag a ziskouezas d’ezo, — kemend-all, n’o doa gwelet biskoaz, — e olifanted-brezel hag e c’haleou karget a soudarded. An aour hag an arc’hant a c’holoe armou ha gwiskamantou brezel ar C’hresianed, harneziou o olifanted hag o c’hezeg, — diwarno holl danvez preiz a vern, — a hoalas c’hoantegeziou ar Gelted. Distro d’o c’hamp e lavarjont e oa puilhoc’h an aour eget an houarn e kamp Makedoniz.
Garm-emgann. — Taolet e veze ar garm-emgann p’edod o kregi d’en em ganna. Arekatus a veze graet eus ar garm-emgann gant ar Vrezoned ; da argad ez eo aet ar ger-se. E touez hen-boblou Europa, ar garm-emgann a oa anezañ a-wechou ano ar vrôad youc’het a-bouez penn gant eur strap bras a armou. E 102 kent H. S., an Ambroned, poblad german, war-nes skoulma an emgann ouz ar Romaned, a sko war o armou e muzul hag a gerz holl a-gevret ouz ar son a save diouto, en eur leuskel o garm-emgann « Ambrones! Ambrones ! » [1]. Ouspenn ar garm-emgann, e oa ar youc’h-trec’h, hag ar galv evit goulenn emziviza.
Emgann. — Katus ha baga e oa daou eus an anoiou a rôed d’an emgann e keltieg koz [2]. Staget e veze gant an emgann peurliesa dre argadi gant ar varc’hegiez pe gant ar c’hirri-brezel. Pa veze an enebour brallet pe dorret gant nerz an argadenn, p’en deveze tourni ar rodou kirri, ar c’harniou kezeg o skei an douar a gantadou, ar varc’heien o pouc’hal garo hag an trompilhou o seni skiltrus lakaet ar
- ↑ Hervez Karsten, 1931, e oa * Ambra ano an enezenn eus mor an Hanternoz ma teue diouti an Ambroned, kileien ar Gimbred.
- ↑ Deuet eo katus da vrezoneg kad, paot en anoiou-tud er Grennamzer (J. Loth, Chrest. bret.), ha baga da iwerzoneg bag « emgann » ha « pouc’hadeg, huadeg ». An iwerzoneg bagach « brezelek » hag ar c’hembraeg koz boawc a zo diwar eur furm hen-geltiek *bagakos (J. Loth, war Rev. celt. 1910 pe 1911, pe 1920-1921).