Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
notennou diwar-benn ar gelted koz

a hini e-touez ar pennou-se a voe brudet o ano, evel Autaritos, penrener ar Gelted e gopr Karthada e 264-241 kent H. S., ha Bituitos, penn gwarded kelt ar roue Mithridat, en Azi Vihana, e 63 kent H. S.


Soudarded kelt dindan domani ar Romaned. - A-vec’h en devoe Kaesar, e 51 kent H. S., damesaet Galia, ma enrollas Kelted dindan e vanniel. Ober a reas anezo eul legio a-bez, e rôas d’ezi an ano keltiek a Alauda (alc’houeder). Enrolli a reas ouspenn, evel soudarded-skoazellerien, marc’heien ha troadeien dre gantadou a reas meur a vad d’ezan, ken evel soudarded ken evel roeñverien, e brezeliou a renas da zont da vestr an impalaerded. Lavarout e c’heller e c’hounezas Roma kerkouls gant skoazell ar Gelted ha gant hini e soudarded end-eeun, ma voe tamallet garo d’ezan gant ar Romaned beza kaset ar bagadou keltiat a-enep d’e vro ha d’e genvroiz. Koulskoude, er brezel bras-se a ziabarz etre Romaned, e oa ivez gant enebourien Kaesar, Labienus en o fenn, Kelted a vagadou. Sed a lenner war al levr De bello africano : « Labienus ha Kaesar a oa en o armeou meur a viliad marc’heien geltiat, anezo ar peb gwella eus tud o brôadou. En eun emgann etre marc’hegiez Labienus ha marc’hegiez Kaesar, e tec’has au Numided. Ar Gelted hag ar C’hermaned, avat, a zalc’has start d’o zachenn, a voe grounnet a bep tu ha lazet holl gwitibunan en eur stourmi gant kalon. Kaesar, laket gantan an trompilhou da seni an emvoda, a welas war ar c’hadlan, peurskarzet diouz peb enebour beo, korfou ramzel ar C’halianed hag ar C’hermaned-se a oa deuet da heul Labienus, darn anezo hoalet gant klod e ano, gounezet ar re-all gant rôadou ha promesaou. O c’horfou, dispar dre o ment hag o c’hened, a oa a-c’hourvez, gouliet-holl, du-man du-hont dre ar gompezenn a-bez. »

Dindan an impalaered [1] ha betek an IIIet kantved goude H. S., e talc’has Galia da rei d’an armeou roman troadeien her ha marc’heien gadarn. An danevellour Ammianus Marcellinus (IVet goude H. S.), o gwelas a-dost, a ro d’ezo meuleudi : « Soudarded vat ez int da bep oad ; yaouank pe goz, e stagont d’al labour gant an hevelep nerz ; kaletaet

  1. Gwarded war varc’h an Impalaered, graet anezo equites singulares, a veze, hogozik-holl, savet e-touez Kelted ar Rênos hag an Danuvios. El lec’h m’edo ar c’hazarn anezo, e Roma, ez eus bet kavet enskrivaduriou-gouestla d’an doueezed Epona (gwarez ar c’hezeg) ha Sulevia, ha d’an doue Toutatis Medurinus.