E-doug ar IVet kantved, ar Romaned, taget a bep tu, a ziskouez beza distrizet ar reolenn ma raent diouti da ren ar Vrezoned ha beza fiziet e darn eus ar re-mañ difenn an enezenn. Senti a rae an armeou breizat-se ouz daou benn-brezel : an dux Britanniarum « dug an diou Britannia » (Britannia prima, Britannia secunda), a ren brezelidi ar C’hornog hag an Hanternoz, hag ar c’homes littoris saxonici « kont an Arvor saoz », a oa en e c’hourc’hemenn ar soudarded karget da zifenn aodou ar Reter hag ar C’hreisteiz ouz laeron-vor Germania. Pa guitaas ar Romaned an enezenn, an diou armead-se eo a reas diouz difenn anezi : dizarbenn a rejont ar C’hermaned er bloaz 410 ha mirout ouz ar Bikted da astenn re bell o zrevadennou. Ar renerien anezo a veze sellet, evit doare, evel warlerc’hidi wirion ar benn-vrezelourien roman [1]. Unan eus hered « kont an Arvor saoz », Aurelius Ambrosius [2], a faezas ar C’hermaned hag a c’hounezas, hep mar, karantez al lodenn romanaet eus poblañs an enezenn.
Er C’hornog hag en Hanternoz, ar pobladou breizat a biaoue ar vro, eus mor ar Sabrina (Havren, Severn) da aber ar Gluta (Clyde), a zalc’has d’ar pleg o doa kemeret dindan an dux Britanniarum d’ober e kevret hag a savas kenetrezo eun doare kevredigez distag diouz ar Vrezoned all [3]. Ar
- ↑ Er skridou brezonek, n’o devez nepred an ano a roue ; bepred e vez graet anezo uletic, diwezatoc’h gwledig.
- ↑ Deut eo Ambrosius da Emrys, e kembraeg. Dre skridou Gweltas, Nennius ha danevellou marzus ar Grenn-amzer hepken ec’h anavezer anezan.
- ↑ Ar pobladou-se eo a gemeras er VIet kantved an ano a Gombroges (unander Kombrox) « kenvroiz ». Ar Vreizidi, e kreisteiz mor an Havren, Kornovii « Kerneviz » ha Dumnonii « Domnoneiz », a chomas er-maez eus ar gevredigez-se. — Hervez eur skrivagner eus ar Grenn-amzer, Richard of Cirencester, e veze graet Allobroges (unander Allobrox) eus ar Velged enbrôet en enez-Vreiz. N’ouzer ket eus a be lec’h e teuas d’ezan an anaoudegez-se. Bez’ ez eus bet e-touez gouizieien hon Amzer (e-touez ar re anezo a zegemere da wir e oa het savet dournskrid Richard of Cirencester gant eur manac’h eus ar Grenn-amzer) tud hag a grede e oa gant Richard skridou eus an Hen-amzer n’int ket deuet betek ennomp. Bezet pe vezet war ar poent-se, ijinet n’eo ket bet ar ger Allobrox, liester Allobroges. Eur boblad keltiek war an Douar-bras a zo bet d’ezi an ano-se. An enep-ster rik eo da Gombrox, Kombroges, pa dalv « allvrôad, diavêziad, diavêzour, divrôad, estren ». — Dournskrid Richard of Cirencester a zo dudius da lenn, tra souezus evit eur skrid eus ar Grenn-amzer. Eun droïdigez saoznek anezan a zo bet moulet hag embannet en XIXet kantved gant Siorj Bell and Sons (London, York Street, Covent Garden) en unan eus levriou ar vrudet Bohn’s Antiquarian Library : Six Old English Chronicles, viz., Asser’s Life of Alfred and the Chronicle of Ethelwerd, Gildas, Nennius, Geoffrey of Monmouth, and Richard of Cirencester, edited, with Notes, by J. A. Giles, D. C. L. Diwar al levr saoznek-se eo bet graet an droïdigez vrezonek eus Historia Regum Britanniae Jafrez Menoe embannet war Walarn e 1936, niverennou 87, 94.