gwarez e c’helle er brezel en em denna enno merc’hed, bugale ha kozidi. Al lec’hiou-se n’oant ket kreñvaet na stummet diouz beza difennet : kuziadellou ne oant ken.
Sezizou. — An difennourien a vernie war ar gompezenn ledan furmet gant lein ar mogeriou, mein teo ha treustou lemmet, d’o stlepel war bennou an arsailherien. Ar re-mañ a c’hrounne ar c’hreñvlec’h da drouc’ha an hentou outañ hag a daole eur grizilhad mein ha birou, en hevelep doare ma rafent d’an difennourien tec’hel diouz ar voger ; daredou entanet ha boledou pri goret-ruz a veze stlapet ivez da dangwalla tôennou kolo an tiez [1]. Goude-se, e rae an arsailherien ar vaot, da lavarout eo ec’h en em stardent a renkadou stank, o terc’hel o skouedou a-us d’o fenn, hag e kerzent betek troad ar mogeriou hag an doriou, o kas diskar pe skeuliata an eil re ha divarc’ha ar re-all.
Ar Gelted, pa arzailhent eur c’hrenvlec’h, a blante tro-dro, war goafiou ha spegou, korfou an enebourien lazet ganto. Heuilhet e voe ar voazamant-se gant soudarded Kaesar e sesiz Munda (45 kent H. S.). « Ar c’helc’h-grounna, eme oberour an « Danevellou war brezel ar Spagn », a voe graet gant armou ha korfou maro an enebourien hag ar gloued gant daredou, skouedou ha goafiou, a-ziouto pennou trouc’het, o dremm war-du kêr, en hevelep doare m’en deveze an enebour, a bep tu en-dro d’ezañ, aroueziou saouzanus hor c’hadarnded » [2].
E-pad ar brezel ouz Kaesar (58-51), e reas Kelted Galia anaoudegez gant an ardivinkou a rae ganto ar Romaned da gemerout ar c’hreñvlec’hiou, da lavarout eo an touriou prenn, ar savennou, an daeziou pe andorennou, hag an ijinou brezel, balista, catapulta, onager, scorpio, a daole da bell boledou maen pounner ha daredou bras-meurbet. Evel
- ↑ En hanternoz Galia hag en enez-Vreiz, e lec’h e save gwiskadou glaou-douar a-rez da c’horre an douar, e raed evit doare, e lec’h pri, gant tammou glaou-douar. Anavezet e oa loskusted ar glaou-douar er broiou glaouek. En enez-Vreiz, er marevez kelt-ha-roman, e oa tantadou glaou-douar e tiez hag e templou eus kêriou-zo.
- ↑ « Goafiou, a-ziouto pennou trouc’het, o dremm war-du kêr » eme oberour an De bello Hispaniensi commentarii. Kement-se a zegas da goun « ar gifienn a valloz » e boaz er Grenn-amzer e-touez ar C’hermaned. Eur gifienn hir e oa, skôet an troad anezi en douar, ha pintet war he blein penn trouc’het eur marc’h tro ouz an ti ma venned dirolla outan droukverz, klenved ha maro.