Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
notennou diwar-benn ar gelted koz

m’oa ganto kilvizien akuit, e rejont buan diouz heñvelekaat an holl ijinou-se [1].


Ar c’hreñvlec’hiou keltiat dilezet. — E Galia, etre ar bloaz 28 kent H. S. hag ar bloaz 39 goude H. S., e voe dilezet an darnvuia eus ar c’hreñvlec’hiou keltiek savet war ar meneziou, hep mar war gourc’hemenn ar Romaned. Dilezet e voe Bibrakt, sur a-walc’h dindan an impalaer Augustus war-dro ar bloaz 5 kent H. S., ha kaset kêriz da gêr nevez Augustodunum (Autun). Betek an IIIet kantved goude H. S. kêriou Galia, nemet ar c’hêriou hag ar c’hastellou kreñv savet gant ar Romaned war hed ar Rênos, a chomas divoger.

En IIIet kantved, ar C’hermaned, torret ganto difennou ar Rênos, a wastas Galia e-pad meur a vloavez. Da heul an argadennou-se eo e voe savet en-dro da gêriou Galia mogeriou uhel diouz giz ar Romaned gant kraneliou, tarzellou ha touriou.

En enez-Vreiz, an darnvuia eus ar c’hêriou a oa bet kreñvaet en hevelep doare gant ar Romaned. Ouspenn-se, en IIet kantved, evit en em skora ouz argadennou ar Bikted hag ar Vrezoned eus an Hanternoz, e savjont eur vur ramzel, harpet a lec’h da lec’h gant kastellou-kreñv ha kêriou mogeriet, hag en em astenne eus an eil mor d’egile. Vallum Hadriani a veze graet eus ar vur-se gant ar Romaned ha, marteze, Luguvallum « moger Lugus » gant ar Vrezoned.


SKRIDOU TALVOUDUS DA LENN


Dottin, Manuel, 1915, pp. 192-217 ; Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 348-56 ; II, 182-221 ; h. a. ; Gallia, pp. 95-106 ; H. d’Arbois de Jubainville, La Civilisation des Celtes et celle de l’Epopée homérique,

  1. Ar valista a oa anezi eun arbalastr (kroazwareg, fustwareg) bras-meurbet a stlape treustou hir pe spegou divent n’oa evit herzel outo na hobregon, na skoued. Karrobalista a veze graet eus eur valista douget war eur c’harr, ouz e stleja daou vul pe daou loen-kezeg ; 55 eus an ijinou-se a veze dre legio. Gant unnek den e veze graet en-dro da bep karrobalista. Ar skorpio anvet er IVet kantved goude H. S. manubalista, a oa bihanoc’h ha berroc’h an hed-taol anezañ. Ar gatapulfa « hangounell » a daole boliji maen ken teo ha penn eun den. An onager a oa anezan eur gatapulta vihan, douget war eur c’harr sterniet outañ daou ejen. 300 metr e oa hed-tenn ar valista ; hini an onager n’oa ket en tu-hont da 150 metr.