Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
notennou diwar-benn ar gelted koz

doare a greske gant an amzer hag a droe stumm diouz maread ar bloaz. Dont a rejont da gredi penaos an holl draou-se, a oa o fiñval, o redek, o trouzal, o vouc’hal, o trei stumm hep ehan, war o zro, a oa enno, evel ma oa ganto o-unan, spered ha mennerez ; kavout a reas d’ezo e santent, e welent, e klevent hag ec’h intentent evelto. Eun ene a lakajont zoken en traou, hag int difiñv ha digemm drezo o-unan, evel ar mein hag ar meneziou. Hennez e voe penn-orin hag abeg an doueed diniver azeulet gant ar baganed.

Er rann-amzer eus an istor m’edo ar Gelted koz en o brud, e oa bet dilezet gant darn eus ar pep desketa ar gredenn e oa — lakomp ar c’hurun pe an avel — traou beo ha speredek. Kaout a rae d’ezo kentoc’h e oa kiriek d’an traou-se noueañsou galloudekoc’h eget an dud, disgwel peurliesa, nemet e oa ganto eur c’horf heñvel ouz hini an den, hag e c’hallent kaout, evel an dud, gwreg ha bugale. Bez’ e oa evito eta eun doue eus ar c’hurun pe eun doue eus an avel hag, er c’hiz-se, evit kement seblant eus an natur. En hevelep doare e lakaent doueed heñvel ouz an den pe ouz al loened en tan, er gwez, er rec’hell, er meneziou, er stêriou, er mammennou hag er mor.


Kredennou keltiek ha kredennou rak-keltiek. — Istor poblou an douar a ziskouez e talc’h an dud peurliesa startoc’h ha pelloc’h d’o doueed ha d’o c’hreañsou relijius eget d’o yez ha da gement a ra o brôadelez. Da gredi eo eta e oa eun darn vras eus ar c’hredennou a rene en hor broiou, en oadvez keltiek, tra ar poblou a veve enno kent donedigez ar Gelted. N’heller ket avat, nemet a boan, diforc’ha ar c’hredennou-se diouz ar re a zo bet degaset gant ar Gelted.

Ouspenn-se, ar Gelted, end-eeun, o doa bet en hêrez digant o gourdadou pell, an dud a veve etre an XXXet hag an XXet kantved kent H. S., doare kredennou o doa miret gwell-pe-welloc’h. Ar seurt kredennou-se, int-i ivez, a zellezfe an ano a « rak-keltiek », o veza ma oa anezo kent ginivelez pobl ar Gelted.


An doueed keltiat hervez ar skrivagnerien Italian-ha-Gresian.Dêvi (unander dêvos) a veze graet eus an doueed e keltieg koz. Rôet e veze ivez d’ezo anoiou tennet eus dusis « nobl, uhel » hag eus kassis « kaer, c’houek ». Unan eus an anoiou-se, dusios, gwregel dusia, a oa e boaz gant Kelted Galia, en IIIet hag er IVet kantved goude H. S., da envel,